Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
14
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. (db. ar gwiadoù) Dantelez outañ. He zavañjer zo dantelezet tro-war-dro. Milginoù dantelezet. Ur c'hoef dantelezet. Bannieloù dantelezet aour ha seizennet. 2. (db. an dud) Gwisket gant dantelez. Ar merc'hed a oa dantelezet o fennoù. II. Dre skeud. (db. an traoù) A denn e stumm da hini an dantelez. Amanenn dantelezet war ar bord. [1924] [N]eus, tro-war-dro, iliz ken kaer hag o iliz, tour ken dantelezet hag o hini [...]. [1924] [E]n-dro dezhi ur c’houriz wenn dantelezet, dantelezet gant ar wagennoù [...].

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

A-dra-sur, ma selaouit tud ar vro : stourm a r[e]font ouzoc’h, ha start, penaos n’eus, tro-war-dro, iliz ken kaer hag o iliz, tour ken dantelezet hag o hini, kleier da ganañ ken seder, ken dudius hag o re.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.807 (Genver 1924 ; kleier, reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.845)

Ar mor, e-barzh ar porzh, a sav, a c’hwezh ; en em astenn, en em ledañ a ra war an traezh, en-dro dezhi ur c’houriz wenn dantelezet, dantelezet gant ar wagennoù pere en em blege, en em zisplege, a frege, a zifarlee, en ur diruilhañ o [g]arlantezennoù eonennus.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 47, p.1123 (Miz Du 1924).

— Sell eus ["ouzh"] he mouchouer seiz ! eme eben. E c’harlantezenn, ledan evel va dorn, a gouezh betek an douar… Ha war he fenn, sell, ur gornetenn droñset dantelezet, ar gaerañ am eus biskoazh gwelet.

1925
Daveenn : BILZ2 p.157

Er baradozig-se d'an ampoent ma oan-me distro d'ar gêr, e oamp pevar o chom : an ozhac'h, ma zad oadet a 65 vloaz, noter eno abaoe tost da dregont vloaz ; an itron, ma mamm, na zilezas gwech ebet he dilhad giz Treger, gant he c'hoef gwenn, a veze graet « kallegenn » anezhañ, he chal pe mouchouer du, he zavañjer dantelezet ; ur vatezh yaouank anvet Marianna Touboulig ; ha me, ar mab pennhêr, a oa ma zad o fiziout warnon da gemerout e garg noter, p'am bije graet tri bloaz deskoni gantañ.

1944
Daveenn : EURW.1 p6

N’eus ket pell koulskoude, deiz ar c’houzoumenn er vourc’h, daoust ha ma vez bemdez-Doue un tog war o fenn, tapet o devoa an div vaeronez, hini Briel hag hini Blougouskant, an tu d’en em stipañ gant ur gatiolenn, un davañjer dantelezhet hag ur mouchouer ken kaer ha biskoazh, evitañ da vezañ du-peg.

1954
Daveenn : VAZA p.34

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial