Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Doar./Stn. 1. Na ra ket a boan. Un oberatadenn diboan. Diboan eo bet an oberatadenn. DHS. dizrouk. 2. Hep poan-spered, hep poan-galon. Ur bloavezh diboan a hetan deoc'h. Paourkaezh den, n'eo ket bet pell diboan. HS. dinec'h. 3. (db. oberoù an dud) Ne zegas ket a boan. Ul labour diboan. Berroc'h eo mont gant an hent-treuz, met diboanoc'h eo mont gant an hent bras. HS. aes. ES. diaes, start, tenn, poanius. 4. Bet hep poan, gounezet hep poan. Arc'hant diboan. HS. frank. 5. Dre ast. Lezirek. Tud diboan. & Kunuj. Toull diboan ! II. Adv. Hep poan, hep kemer poan. Ar vugale ne vezont ket savet diboan. Graet em eus an dra-se diboan.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

diboan

1659
Daveenn : LDJM.1 pg diboan

diboan

1732
Daveenn : GReg pg commode (aisé, facile), commodement, delivré (ée, non empêché)

diboan

1850
Daveenn : GON.II pg diboan (Sans peine. Sans douleur. Qui n'a pas de peine. Sans embarras. Qui ne souffre pas).

N'eo ket bevet pell diboan.

1850
Daveenn : GON.II pg diboan (Il n'a pas vécu longtemps sans peine).

Logodenn gêr, debret he c'hoan, / Ya da gousket goude[,] diboan, / Ha daoust ma voa plouz he lojeiz, / Pa zihunas, voa pell an deiz.

1867
Daveenn : MGK p126

Ar marvailh-mañ dlefe deskiñ / Ez eo gwelloc'h da bep hini / Chom e peoc'h en e di bihan / El lec'h m'emañ eürus, diboan, / Eget bezañ e-kreiz anken / En ur maner zo d'an estren.

1867
Daveenn : MGK p129

Setu fin da vat, hep dezhi distreiñ biken ! d’an amzer evurus m’edo mibien ha merc’hed Manos, dibreder-holl o c’halon, dinamm o ene a bep pec’hed, o prederiañ chatal, o pigellat, hadañ hag eostiñ, diboan hag en ur ganañ, e frankizennoù bleuniet hag heoliet ar vro-Wenn.

1923
Daveenn : SKET p.79

E gerent hag e vignoned en em c’hronne war e dro da reiñ dezhañ gourc’hemennoù : « Digor da ene d’al levenez holl-zistrafuilh, emezo ; rak setu emaout digouezhet e lec’h ar Peur-ehan, ma vez kaset da vat pep taol ennañ aes ha diboan, ma teu pep tra digoust-kaer, ma na sav harz ebet ouzh kammedoù ha mennad mab-den. »

1923
Daveenn : SKET p.75

diboan

1931
Daveenn : VALL pg (remède) anodin

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial