Diegi.
An didalvez zo kouezhet war hor c'horf.
&
Trl.
Terzhienn an didalvez : diegi.
Hennezh a oa skoet a-vihanik gant terzhienn an didalvez.
HS. leziregezh.
2. G.
Den lezirek.
Un istrogell eo, un didalvez ! Un didalvez n'eo ken.
&
Trl.
Ober e zidalvez : ober e zen lezirek.
Tri deiz zo e chom Tangi d'ober e zidalvez, klañv.
Daveenn :
GReg
pg casanier (faineant. qui ne sort point de sa cage, du coin de son feu)
didalvezidi
didalvezidy
1732
Daveenn :
GReg
pg casanier (faineant. qui ne sort point de sa cage, du coin de son feu)
terzhienn an didalvez
terzyenn an didalvez
1732
Daveenn :
GReg
pg fievre (Fievre de veau)
Al labour roet gant Doue da gastiz d'ar pec'hed, Ouzhpenn ma vag an den, [a] zegas dezhañ yec'hed Nerzh da herzel bemdez ouzh poan ha gwall amzer, Berroc'h ha didorroc'h atav d'al labourer Evit d'an didalvez.
Al labour roet gant Doue da gastiz d'ar pec'hed, Ouspenn ma vag ann den, zigas d'ezhan iec'hed Nerz da herzel bemdez oc'h poan ha gwall amzer, Berroc'h ha didorroc'h atao d'al labourer Evit d'ann didalvez.
1867
Daveenn :
MGK
p31
— Na gwelet a rez-te, paotr, a lavare dezhañ Jarlig kozh, na gwelet a rez-te an didalvez-hont, evel ur vran-vor du, en e sav war ar garreg ?… Diwall… rakañ.
— Na gwelet a rez-te, pôtr, a lavare d’ean Jarlig koz, na gwelet a rez-te an didalve-hont, evel eur vran-vor du, en e zav war ar garreg ?… Diwall… rakan.