Adv.
[2015] En e c'hourvez, war e gof.
Hag e kouezhas a-dreuz-kof warnañ. Ne zleent ket bezañ en o aez a-dreuz-kof war ur c'hleuz. Kouezhet eo bet a-dreuz-kof.
[2015] Darbet eo din kouezhañ a-dreuz-kof.
ES. a-c'hwen.
Edont o vont da inouiñ, rak krediñ a c’hellit ne dleent ket bezañ en o aes a-dreuz-kof war ur c’hleuz, e-touez al lann, pa glevjont a-bell e-kreiz sioulder an noz, ur vouezh o kanañ : Exurge Domine, adjuva nos et libera nos propter nomen tuum.
Edont o vont da inoui, rak kredi a c’hellit ne dlient ket beza en ho eaz a dreuz-kof var eur c’hleuz, etouez al lann, pa glefchont a bell e kreiz sioulder an noz, eur vouez o kana : Exurge Domine, adjuva nos et libera nos propter nomen tuum.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.163
E-kichen, a-dreuz-kof, an eil war egile, edo Ion an Deniel, toullet e benn, ha Goulc’hen Abolier, torret e livenn-gein.
E kichen, a dreuz-kof, an eil var egile, edo Ion an Deniel, toullet he benn, ha Goulc’hen Abolier, torret he liven-gein.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.53
Mont a ran tre da gentañ ha darbet eo din kouezhañ a-dreuz-kof paz an da skeiñ gant ur moto.