I. H.g.
1. Hast, buander.
Labourat gant difrae. Evel un neizhiad merien zo enni firbouch ha difrae. Difrae ar vartoloded diarc'hen.
2. Trl.
Sevel difrae en ub. : en em lakaat da hastañ (d'ober udb.).
Sevel a rae difrae enno.
&
Bezañ difrae war ub. oc'h ober udb. : diskouez bezañ diwar brez oc'h ober udb.
Ar yer a oa difrae warno o tebriñ meinigoù.
&
Ober e zifrae : en em brientiñ.
Grit ho tifrae.
HS. jourdoul.
3. Trl.
[1954] Diwar zifrae.
[1954]
II. (en e furm lies)
Hollad an oberoù a zleer pe a ranker ober pa vezer e-sell d'ober udb.
Ar vrud eus an difraeoù-se. E-ser pleustriñ gant e zifraeoù. Dezhi da ober an difraeoù.
DHS. diarbenn.
Daveenn :
GON.II
pg difraé, difré (Il met beaucoup de précipitation à tout ce qu'il fait).
bezañ difrae war al labour
beza difre war al labour
1931
Daveenn :
VALL
pg (abattre de la) besogne
difrae
difre
1931
Daveenn :
VALL
pg activité (qualité de qqn d'actif)
Panevet da vugale Mari Robin ar bastell-vro, kaset-holl diwar zifrae da Landreger, panevet d’ar soudarded war droad eus Gwengamp ha d’ar houzarded eus Dinam, tanfoeltr gouel ne vije bet ar sulvezh-se.
Panevet da vugale Mari Robin ar bastell-vro, kaset holl diwar zifrae da Landreger, panevet d’ar soudarded war droad eus Gwengamp ha d’ar houzarded eus Dinam, tanfoeltr gouel ne vije bet ar sulvezh-se.
1954
Daveenn :
VAZA
p.57
kaset on bet war zifrae d'an holl apotikerdioù a-vras er gêr a-bezh.
2012
Daveenn :
DJHMH
p.65
D'an difrae nevez-se e oa ivez, evel ma vo gwelet, abegoù.