I. Doar./Stn.
1. Prim.
Bout difrae.
&
Tr. adv.
Diwar zifrae : diwar dizh.
Ar surjian a oa bet galvet diwar zifrae : galvet e oa bet diwar dizh evit un abeg mallus.
2. Dre ast.
Aes.
Ul levr da lakaat war an daol ma vo difrae e gaout dindan an dorn.
II. Adv.
Buan.
Ober difrae ar pezh zo d'ober. Tennañ difrae d'ar sort. Deskiñ a-gevret zo deskiñ difraeoc'h.
&
Tr. adv.
DIFRAE-KAER.
Mont difrae-kaer gant o hent.
HS. dilas.
Poellek ha difrae e teuas o labour gant ar Skaled : da doullañ ar c’hleuzioù e raent gant pigelloù ha palioù, hag an atredoù diouto a gasent er-maez war-bouez sec'hier lêr pe gestoù ha boutegi aozilh.
Poellek ha difrae e teuas o labour gand ar Skaled : da doulla ar c’hleuziou e raent gant pigellou ha paliou, hag an atredou diouto a gasent er-maez war-bouez sehier ler pe gestou ha boutegi aozilh.
1923
Daveenn :
SKET
p.127-128
A-vremañ emañ er porzh an hini ez raok a zo heñvel ouzhit. Bez difre, pe tizhet e vezi gant an noz e-kreiz ar mor.
A-vreman eman er porz an hini ez raog a zo henvel ouzit. Bez difre, pe tizet e vezi gand an noz e-kreiz ar mor.