Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (en egor pe en amzer) Lodenn ziwezhañ, dibenn. Dilost ar c'hentañ lodenn. E dilost ar pennad-mañ. Dilost miz Genver. & Trl. A-benn an dilost : a-benn ar fin, en diwezh. A-benn an dilost ho pugale-vihan n'o do netra. & E dilost : a-benn ar fin. Adalek tarzh-an-deiz en em lakaemp en hent hag e dilost ez errujomp d'abardaez er gêrig diwezhañ. HS. fin. 2. Dre ast. Disoc'h, heuliad. Un dilost a heskinerezh an Hugunoded. HS. dilerc'h.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

an dilost ag ar blez

1732
Daveenn : GReg pg arriere(-saison)

war an dilost ag ar blez

1732
Daveenn : GReg pg arriere(-saison)

dilost

1732
Daveenn : GReg pg conclusion (fin, ce qui termine quelque chose), extremité (bout, fin)

dilost

1850
Daveenn : GON.II pg dilôst (Fin. Terme. Conclusion).

DILOST AR C’HENTAÑ LODENN.

1877
Daveenn : EKG.I. p.313

dilost ar bloaz

1931
Daveenn : VALL pg arrière-saison

Diwezhatoc'h, gant prederiañ war an dilostoù en -us, -el, -ek, e voe kavet abeg e "broadus" hag e voe digemeret "broadel", a dro "régional".

1944
Daveenn : EURW.1 p69

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial