Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Doare ezel, hir pe hiroc'h, blev warnañ pe get, a gendalc'h livenn-gein ar braz eus ar bronneged. Lost ar saout. Lost toupek ar gwiñver. Lost reunek ar c'hezeg. Lost hegrog ar marmouzien-kevnidenn. 2. Dibenn korf loened mellkeinek pe divellkeinek zo. Lost hedorr ar glazard. Lost berr an naer-wiber. Lost ar pesk : lodenn eus ar c'horf a grog gant ar begel. [1954] Ha va c’hemener mac’hagnet da lammat er porzh ken prim hag ur bleiz e vefe sanket dezhañ ur skod-tan dindan e lost. & Dre ast. Lost ar grilh-traezh : e gof. 3. Hollad ar pluñv zo e belost an evned. Lost ar big. Lost liesliv ar c'hilhog. 4. Talier. Sevel war lost ar marc'h : a-dreñv ar marc'heger. 5. Dre heveleb., pemdez Kalc'h. II. Dre ast. 1. (db. an dilhad) Lost ur vantell, lost ur sae : lodenn a-dreñv hir pe hiroc'h. 2. Lost ar gordenn : ar penn enep ouzh an hini zo bet staget. [1878] En un taol-kont e santis lost ar gordenn, a yoa ur c’houlm tev ennañ, o riklañ a-biou va botoù hag o tont betek pennoù va glin. 3. Lost ar c'hanol : ar penn zo en enep d'ar genoù. 4. Lodenn draoñ, enebet ouzh ar penn. Lost al liorzh, al leur, ar park, ar c'hoad, al lenn, an ti, al lestr. [1877] mont a raimp en tu-all d’an dour da guzhet e lost koad maner Keryann. [1878] Unan eus ar soudarded a yeas da lost an ti da gerc’hat ar parailher leun a skudelloù [...]. 5. Strad. Lost ar puñs, lost ar wazh. 6. (en un dibunadeg tud) Renkennadoù diwezhañ. Lost ar vanifestadeg. Lost an arme : lodenn eus an arme zo e penn diwezhañ ar gerzhadeg. III. Dre skeud. 1. Dibenn. Hemañ eo lost ar barrad-glav. 2. Diskoulm. Lost ebet d'ar gudenn. 3. Trl. Lost-kazh : seurt koumoulenn hir. & Lost-du : soutanenn. & Lost-kog : kizennad vlev a sav atav a-bik. & Lost ar skouarn : flip ar skouarn. 4. Trl. skeud. Lonkañ lostoù leue*. & Tremen lost al leue* dre c'henoù ub. & Kouezhañ eus lost ar c'harr*. [1954] [...] ha bremañ pa ’z oan bachelour penn-kil-ha-troad ’spi am boa, daoust da zienez va zad paour ha Soaz Sapeur, da vezañ, n’eo ket emichañs un Aotrouig kouezhet eus lost ar c’harr, met evel ma lavare rener kloerdi Landreger, « un den a-zoare ». 5. (en e furm lies) Lostoù : dilerc'hioù a chom goude ma'z eo bet tamouezet pe gwentet an ed. 6. Termen a ya da sevel troiennoù estlammañ. Lost ar spanell ! biskoazh, nann, biskoazh kement all ! O ! satordallik ! lost ar c'hazh er sac'had farz ! IV. Tr. adv. Lost-ouzh-lost : an eil da heul egile. HS. lost-ha-lost.

Skouerioù istorel : 
60
Kuzhat roll ar skouerioù

lost

1499
Daveenn : LVBCA p136 (queue)

lost

1659
Daveenn : LDJM.1 pg queuë

e lost ar bajenn

1732
Daveenn : GReg pg (au) bas (de la page)

n'he deus penn diouzh lost

1732
Daveenn : GReg pg (a) bâton(s rompus)

lagadennañ lost ur gazeg

1732
Daveenn : GReg pg boucler (une Cavalle)

al lost

1732
Daveenn : GReg pg (le) bout (d'enbas)

lost

1732
Daveenn : GReg pg conséquence (suite), croupion, extremité (bout, fin)

ur gwall afer bennak en em gavo e penn kement-se, e lost kement-se

1732
Daveenn : GReg pg (cela aura des) consequences

divizoù n'o deus penn diouzh lost

1732
Daveenn : GReg pg coq (à l'asne)

dijentil kouezhet eus a lost ar c'harr

1732
Daveenn : GReg pg demi (-gentilhomme)

toull al lost

1732
Daveenn : GReg pg cul (ou cu, l'anus, le siege, le fondement)

askorn al lost

1732
Daveenn : GReg pg (l'os du) croupion (os pointu qui est à l'extremité de l'épine du dos)

tudjentil kouezhet eus a lost ar c'harr

1732
Daveenn : GReg pg gentilatre (petit gentilhomme de noblesse douteuse, sans biens & sans merites, p.)

lostoù

1732
Daveenn : GReg pg croupion

dijentil kouezhet eus a lost ar c'harr

1732
Daveenn : GReg pg gentilatre (petit gentilhomme de noblesse douteuse, sans biens & sans merites)

ar penn, hag al lost

1732
Daveenn : GReg pg (les) extrêmitez (les bouts)

an dostañ treuzellenn da lost al lestr evit roeñvat

1732
Daveenn : GReg pg espale (banc de galeriens pour ramer)

lost an ti

1732
Daveenn : GReg pg aire

skourjezet voa ken na rede ar gwad eus e lost

1732
Daveenn : GReg pg (il fut foüetté jusqu'à) effusion (de sang)

lost leurgêr

1732
Daveenn : GReg pg aire

lost ar roeñv

1732
Daveenn : GReg pg aviron (le manche, ou, la poignée de l'aviron)

lostoù

1850
Daveenn : GON.II pg lôst (queue, cette partie qui est à l'extrémité du corps des animaux - le derrière. HV. le pédicule qui soutient les fleurs, les feuilles, les fruits. le bout opposé à la tête. l'extrémité, la fin de quelque chose. Pl.)

lost

1850
Daveenn : GON.II pg lôst (queue, cette partie qui est à l'extrémité du corps des animaux - le derrière. HV. le pédicule qui soutient les fleurs, les feuilles, les fruits. le bout opposé à la tête. l'extrémité, la fin de quelque chose).

Lakaet en deus troc'hañ lost e varc'h.

1850
Daveenn : GON.II pg lôst (il a fait couper la queue à son cheval).

E lost al lenn e chom.

1850
Daveenn : GON.II pg lôst (il demeure au bout, à l'extrémité de l'étang).

N'he deus penn diouzh lost.

1850
Daveenn : GON.II pg lôst (sans [sic] dessus dessous, sans aucun ordre et de manière à ne reconnaître ni le dessus, ni le dessous).

N'eus na penn, na lost.

1850
Daveenn : GON.II pg penn (Il n'y a ni rime, ni raison).

An dud kouezhet diouzh lost ar c'harr a zo kriz e-keñver o servijerien.

1850
Daveenn : GON.II.HV pg servicher (les parvenus sont durs envers leurs subordonnés).

den kouezhet diouzh lost ar c'harr

1850
Daveenn : GON.II.HV pg pinvidikéad (parvenu, homme qui, né dans un état très-obscur, a fait une grande fortune. vilgairement, "dén kouézet diouc'h lôt ar c'harr").

tud kouezhet diouzh lost ar c'harr

1850
Daveenn : GON.II.HV pg pinvidikéad (parvenu, homme qui, né dans un état très-obscur, a fait une grande fortune. vilgairement, "dén kouézet diouc'h lôt ar c'harr". Pl.)

Neuze, izel e lost, Laouig ar bleiz kivioul, ouzh ki sant Rok a dosta sioul, lavar dezhañ, ouzh e veuliñ, ez eo kuilh, ma'z eo un dudi !

1867
Daveenn : MGK p7

Tro a glask war an olifant; ha kaout, diwar e benn, da damall ne oa koant, a-raok, a-dreñv, e giz ebet; hag, emezañ, bez' e ve ret, da ober mat, troc'hañ diwar bep skouarn dezhañ ur grennbennad evit stagañ ouzh beg e lost; e bevar droad a zo pevar bost; e berr : e oa re bezh fetis, pounner, piltosek, gourt, iskis.

1867
Daveenn : MGK p11

Daou varc'h a yae en hent : unan a gerc'h sammet. An eil, o tougen sonn arc'hant holen ar Roue; Bete bouedenn e lost ennañ lorc'h ha fouge, ne roje ket e vec'h evit netra er bed.

1867
Daveenn : MGK p5

Hogen ar brezhoneg a gomzed e Kerzaoulaz, evitañ da vezañ, evel ma welit, bravoc'h eget hini an dudjentil kouezhet dioc'h lost ar c'harr, ne oa ket atav dinamm a-grenn.

1867
Daveenn : MGK Rakskrid VIII

An dra-se eo a reas anaout / N'eo ket diouzh e lost mont d'ar maout / Na d'an azen diouzh e groc'hen.

1867
Daveenn : MGK p61

P’en em gave al listri bihan-se war-wel da zouar Bro-Saoz e taolent o barrikennadoù gwin-ardant er mor, un tamm plom pounner stag outo, evit o c’has d’ar goueled, hag, ouc’h an tamm plom-se, ur gordenn hir, ur pezhiad spoue ouc’h he lost evit neuennat war an dour, da ziskouez e pelec’h edo.

1877
Daveenn : EKG.I. p.18

Goude-se e tiskennimp, a-hed ar c’hleuz, d’an traoñ, dre bark ar Stank ; mont a raimp en tu-all d’an dour da guzhet e lost koad maner Keryann.

1877
Daveenn : EKG.I. p.198-199

Erwanig a savas kerkent eus a starn an daol evit dont da gaout an nor, e gi bihan war e lerc’h, en ul lammet hag en ur fichañ e lost evel pa ne vije graet sachadenn ebet war e skouarn.

1877
Daveenn : EKG.I. p.148

Hag en u[l] lavaret se, e kasas ac’hanomp da un tammig kambr vihan a oa e lost an ti.

1877
Daveenn : EKG.I. p.80

Klask a rejont an digor, ha ne voe ket diaes dezho her c’haout, rak an nor n’oa prennet nemet gant ul liked koad, ha c’hoazh, allas ! he frenn a yoa e lost er-maez eus ar porzh, ha n’oa nemet chachañ warnezhañ evit digeriñ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.38

Egile [ur soudard] a gemeras aon hag a lammas dreist ar c’hleuz en hent, evel pa vije kroget an tan en e lost ; ha mat [e] reas.

1878
Daveenn : EKG.II p.92

En un taol-kont e santis lost ar gordenn, a yoa ur c’houlm tev ennañ, o riklañ a-biou va botoù hag o tont betek pennoù va glin. Aet e oa ar gordenn en he hed, ha me sellet d’an douar.

1878
Daveenn : EKG.II p.134

Unan eus ar soudarded a yeas da lost an ti da gerc’hat ar parailher leun a skudelloù, ha neuze pep hini a yae d’ar varrikenn gant e skudell hag a eve kement ha ma kare.

1878
Daveenn : EKG.II p.71-72

Balumed ha morviled all mentet-dizoare a weljont meur a dro war c’horre an tonnoù o tarc’haouiñ taolioù pounner en dour gant o lostoù divent hag o nesaat d’ar vag.

1923
Daveenn : SKET p.110

E kant doare disheñvel o gwelen-i, lod o lammat hag o c'hourlammat, darn all o c'hoari penn-tourtig, o c'hoari brañsigellig ispilhet a-zibouez o lost ouzh skoultroù ar gwez, darn all c'hoazh o korolliñ pe en o fuch, a-zevri o klask laou an eil d'egile, dre ma tispourbellent o daoulagad brizh ha ma krizent o gourrennoù damruz ha blevek.

1929
Daveenn : SVBV p.18

Ar paourkaezh ki-mañ - treut-gagn en deizioù kentañ m'edomp-ni degouezhet e Berrtomm - a lammas ouzhimp en ur fistoulat e lost hag en ur chilpat da lipat hon daouarn deomp, bet peurlouzet ganeomp a-ratozh-kaer evit diskouez d'hor mestr e labouremp, en desped ne yoa den ebet o lakaat evezh warnomp.

1929
Daveenn : SVBV p6

marmouz lost pegus

1931
Daveenn : VALL pg (singe) atèle (ou araignée à queue préhensible)

fistoulat e lost

1931
Daveenn : VALL pg agiter (la queue)

lost

1931
Daveenn : VALL pg appendice, bas (de l apage, d el amaison, du terrain, etc), bout (d'une chaîne, corde, la fin, l'extrémité la plus eloignée)

lost an ti

1931
Daveenn : VALL pg arrière-logis

E lost ar park, emañ ar gegin : ugent pothouarn war ugent trebez, ha kement all a geginerezed.

1944
Daveenn : EURW.1 p.168

Ar pemoc’h a reas houc’h ! houc’h ! pa begas Job en e lost.

1944
Daveenn : ATST p.130

A-benn ar fin, un hirvoud hir, ur varailhadenn sklintin, ur c'houblad treid o plavañ war al leurenn, o trotal 'trezek an nor, hag e oa dirazon ma aotrou bihan, heñvel ouzh un diaoulig, e lost e roched, blev du war e zivesker ken stank ha re ur marmouz, ha pikouzet e zaoulagad...

1944
Daveenn : EURW.1 p80

« Deomp d’ar c’hraou ! Lom, d’ar c’hraou ! da sachañ hardi war lost ar pemoc’h ha da drubuilhañ ar yer war o c’hlud. »

1944
Daveenn : ATST p.129

C'hoari a reas primik gant hec'h aveler, ul lost paun mouk gant brouderezhioù skant perlez.

1949
Daveenn : SIZH p.42

Ha va c’hemener mac’hagnet da lammat er porzh ken prim hag ur bleiz e vefe sanket dezhañ ur skod-tan dindan e lost.

1954
Daveenn : VAZA p.30

Evit pezh a sell ouzh o chupenn, dibrenn e veze laosket dalc’hmat, en desped d’an teir nozelenn wriet outi, ha strizh awalc’h [a-walc’h] e-dro [endro] d’ar vandenn, tennañ a rae un tammig d’ar porpant hanter lost-pig [lost pig] e vez graet dioutañ « jaquette » e galleg, met gant pastelloù berr-berr na dapent ket pelloc’h eget foñs ar bragoù.

1954
Daveenn : VAZA p.30-31

Tonket e oan ’ta, hervez ma krede din, da vezañ un dro bennak ur skrivagner… e galleg, ha bremañ pa ’z oan bachelour penn-kil-ha-troad ’spi am boa, daoust da zienez va zad paour ha Soaz Sapeur, da vezañ, n’eo ket emichañs un Aotrouig kouezhet eus lost ar c’harr, met evel ma lavare rener kloerdi Landreger, « un den a-zoare ».

1954
Daveenn : VAZA p.71

Ar chas en em gave eno ivez da glask o zamm, ha Tigr ne veze ket an diwezhañ o tont en ur sevel e lost.

1985
Daveenn : DGBD p195

Ha fromusoc'h eo c'hoazh diskenn en traoniennoù, pa glask lost ar c'harr mont buanoc'h eget ar penn-araok; ha n'eus du-hont evit tremen, nemet ur pontig strizh, graet gant keuneudennoù lakaet an eil e-kichen eben, ha, dre ma tostait outo e kav deoc'h, evel-just, hoc'h eus kalz muioc'h a chañs da vont da ober lamm-chouk-e-benn er ganienn kentoc'h eget da dremen dreist ar pont.

1985
Daveenn : DGBD p81

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial