I.
(db. al loened)
Dezhañ ul lost. Loened lostek.
&
Dre fent
Kontron lostek : kontron.
ES. besk, dilost, golf.
II.
A. Dre heveleb.
Dezhañ ul lost.
Ur sae lostek : dezhi ul lostenn hir a gouezh war al leur. Stered-lostek.
B. Dre skeud.
1. (db. an dud)
Mezhek, pinous.
Lostek evel ul louarn* bet tapet (kabestret, c'hoariet, louzet, paket) gant ur yar.
2. (db. an traoù)
Hirbadus.
Un istor lostek : a bad abaoe re bell amzer.