I.
(db. an dilhad)
1. Lodenn a-dreñv hir pe hiroc'h ur roched, un hiviz, h.a.
Lostenn he hiviz.
&
Trl.
Bezañ e, war lostenn e roched, he hiviz : gwisket gant e roched, he hiviz hepken.
HS. pastell.
2. Brozh.
Bepred e oa krog ar paotrig-se e lostenn e vamm.
3. Lostenn-dindan : brozh-dindan.
&
Dre verr.
Gwisk da lostenn ha da draoù all.
HS. goueledenn.
4. Trl. skeud.
Ober fraoñv*-lostenn.
&
(db. ar merc'hed)
Bezañ berr he lostenn, kaout lostenn verr : bezañ oazus.
&
Silañ ar yod* dre lostenn he hiviz.
II.
(db. an dud)
1. Den a vez atav o ruzañ.
Ur baleer eus ar primañ ha ne oa ket lostenn tamm ebet.
Hennezh zo ul lostenn !
2. Heuliad tud o vont da-heul an eil egile.
O vont d'ar foarioù holl e lostennoù.
III.
(db. an traoù)
1. (db. an erer gwechall)
Lodenn eus an arar a veze kroget enni gant an dorn evit e ren.
Dinerzh e oa da gregiñ e lostennoù an arar.
DHS. hael.
2. Korf.
Lostennig ar vouzellenn dall : tamm bihan eus ar vouzellenn dall a ranker lemel dre un oberatadenn pa vez tanijenn ennañ.
HS. divilhenn.