Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Nep tra dezhañ ur stumm hir staget ouzh udb. all pe get. Lostennadoù poultr tanet o sevel uhel a-bik. Ul lostennad tud : tud o vont an eil da heul egile. [1954] [...] ha setu Fallières o lestrañ war vourzh, ouzh e heul ur jeneral hag ofiserien a renk uhel, hag evel-just ul lostennad lakizien, gant an Aotrou Lhéritier hag e dog foñs hir e penn-kentañ. 2. Trl. skeud. Ul lostennad vezh he doa bet : kalz a vezh. Peadra da vezañ ennon ul lostennad lorc'h a-benn warc'hoazh ! : peadra din da vezañ lorc'hus kenañ. HS. saead.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

lostennad

1850
Daveenn : GON.II pg lôstad ou lôstennad (suite, certain nombre de choses de même espèce. train. séquelle).

lostennadoù

1850
Daveenn : GON.II pg lôstad ou lôstennad (suite, certain nombre de choses de même espèce. train. séquelle. Pl.)

Koulskoude, pa welas e oa ker kastizet, / Gant ul lostennad keuz, ar verc'h a voe nec'het. An oad ha c'hoant bremañ a lavar dimeziñ. Gwelit, mousklenn grinet zo [sic, emañ] an tan en he zi !

1867
Daveenn : MGK p.57

Unan ha kant tenn kanol, hervez m’eo dleet da bennrenerien stad, c’hwitelladennoù ar c’harter-mistri gwernerien war-c’hed a-us da skeulig a-dreñv ar Vérité, kan broadel Bro-C’hall ken ma tregerne an heklev ouzh kozh tiez kae Dukark, ha setu Fallières o lestrañ war vourzh, ouzh e heul ur jeneral hag ofiserien a renk uhel, hag evel-just ul lostennad lakizien, gant an Aotrou Lhéritier hag e dog foñs hir e penn-kentañ.

1954
Daveenn : VAZA p.149

Ofis publik ar brezhoneg