I.
G.
1. Kementad par da ziv wech ur c'hementad all.
Paeañ an doubl.
HS. daougement.
2. Tra (skrid prl.) bet eiladuret.
Arabat ankouaat goulenn un doubl eus ar fakturenn.
DHS. adskrid, eilskrid.
3. (db. an dilhad)
Doubladur.
Doubl e vantell.
[1955] [...] da zibab va dilhad eured : ul levitenn vezher du gant doubl satin penn-da-benn, ur bragoù marellet hag ur jiletenn wenn, mar plij ganeoc’h.
4. [2015] Solier (I 1).
Betek an doubl. Petra zo e-pign ouzh an doubl ? Treustoù an doubl.
[2015] An div all a zo en o gourvez, paret o sell war an doubl.
DHS. lein.
II.
Tr. adv.
E DOUBL.
1. Div wech kement all.
Atav evel-se, bep tro war zaouc'hement, atav e doubl.
&
(en e furm lies)
E doubloù : div wech kement all.
Rentet e vo deoc'h e doubloù gantañ.
2. Plegañ, lakaat udb. e doubl : e zaoublegañ.
3. Pec'hiñ e doubl : pec'hiñ e daou zoare.
Daveenn :
GReg
pg copie, double (copie d'un écrit), exemplaire
doubl leal
1732
Daveenn :
GReg
pg copie (fidele)
doubl gwarantet
doubl goarantet
1732
Daveenn :
GReg
pg copie (collationée)
doubl
1850
Daveenn :
GON.II.HV
pg doubl (Plancher, ce qui sépare les étages, lorsqu'il est fait avec des planches).
doubl
1909
Daveenn :
BROU
p. 229 (signifie aussi : pli)
lakaat etre tri doubl, pevar doubl...
1909
Daveenn :
BROU
p. 229 (plier en 3, en 4)
Da gentañ ez ejomp hon-daou e stal vras La Belle Jardinière – breudeur ar C’hourtez, na pelec’h e oac’h sac’het ! – da zibab va dilhad eured : ul levitenn vezher du gant doubl satin penn-da-benn, ur bragoù marellet hag ur jiletenn wenn, mar plij ganeoc’h.
Da gentañ ez ejomp hon daou e stal vras La Belle Jardinière – breudeur ar C’hourtez, na pelec’h e oac’h sac’het ! – da zibab va dilhad eured : ul levitenn vezher du gant doubl satin penn-da-benn, ur bragoù marellet hag ur jiletenn wenn, mar plich ganeoc’h.
1955
Daveenn :
VBRU
p.25
An div all a zo en o gourvez er gambr e-kichen, war ur gwele daou, paret o sell war an doubl.