I.
Doar./Stn.
1. [1659, 1850, 1927, 2015] Leun.
E galon a oa barr a levenez. Un diskarg d'a c'halonadoù barr.
&
Barr-leun : leun penn-da-benn.
&
Barr-skuilh : leun ken a skuilh.
2. Dre skeud. (db. an dud)
Mezv.
Leun an tavarnioù ha barr an dud !
3. (db. ar mor)
En e c'hourlen.
Ne vo ket barr ar mor a-raok dek eur.
HS. uhel.
II.
Adv.
1. Leizh, leun.
Ed barr an arc'h.
2. (goude an ag. leun)
Leun-barr : leun al leunañ.
Leun-barr e oa gwerenn pep hini. Evit leun-barr e oa ho levenez.
3. DISPRED
(en ul lav. nac'h)
Tamm (ebet).
Hep barr nerzh ebet. Ne viran barr ouzhoc'h. Ne vanas barr.