RELIJ.
1. KOZH
[1499, 1659] Kloareg zo e gefridi sikour ha servijañ ur beleg a zo uheloc'h e renk evitañ e-unan.
2. BREMAÑ
[1931, 1954] Kurust.
HS. masikod.
Keit ha ma hijent, en-dro dezhe, ar mennozhioù-se, ar sparl drez a stouve dor ar vered a zo kouezhet. Dor-dal an iliz a zo frank-digor ; war an aoter vras, ar gouloù koar a luc’h ; an aotrou person, ar c’hure, ar sakrist hag ar [g]olisted a zo o c’hortoz…..
Keit ha ma c’hijent, en-dro d’ê, ar mennoziou-ze, ar sparl drêz a stoufe dor ar vered a zo koueet. Dor-dal an iliz a zo frank-digor ; war an aoter vras, ar goulou koar a luc’h ; an ôtrou person, ar c’hure, ar zakrist hag ar c’holisted a zo o c’hortoz…..
1925
Daveenn :
BILZ2
p.157
kolist
1931
Daveenn :
VALL
pg acolyte
Me a seblante ur c'holist en o mesk.
Me a seblante eur c'holist en o mesk.
1944
Daveenn :
EURW.1
p66
Da bep gouel bras, Nedeleg, Pask, hag evel[-]just da Sul ar Beuz (deiz pardon Priel), da ouel sant Erwan ha sant Jozeb e kane Yann ar gousperoù hep sakrist na kolist, evel ma teue gantañ.
Da bep gouel bras, Nedeleg, Pask, hag eveljust da sul ar Beuz (deiz pardon Priel), da ouel sant Erwan ha sant Jozeb e kane Yann ar gousperoù hep sakrist na kolist, evel ma teue gantañ.
1954
Daveenn :
VAZA
p.22
Skrivet am boa da-geñver Nedeleg ur mesaergan hanter vrezhonek hanter c'hallek ; mab henañ ar sakrist, merc'h ha mibien paotr al lizheroù, daou golist koshoc'h egeton, sed aze va c'hoarierien, hag an arvestourien, va c'herent ha re ar vugale all.
Skrivet am boa da geñver Nedeleg ur mesaergan hanter-vrezhonek hanter- c'hallek ; mab henañ ar sakrist, merc'h ha mibien paotr al lizheroù, daou golist koshoc'h egeton, sed aze va c'hoarierien, hag an arvestourien, va c'herent ha re ar vugale all.