Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

N'he doa ket a aon e vijent dizoloet, rak un nozvezhiad rev ha barroù-grizilh a yoa bet, ha toull-kuzh ar mevel kozh n’oa ket anat e pelec’h e oa graet.

1878
Daveenn : EKG.II p.278

Brav-Doue e chomas an amzer kerkoulz hag ar mor a-hed an eizh deiz ma padas hor beaj war-du an inizi Antilhez, hep darvoud ebet a gement e talvefe ar boan komz dioutañ, nemet e tegouezhas din gwelout ar wech kentañ er mor Garaïbed pesked askellek o fraoñval a-rez an dour hag o kouezhañ ennañ gant an dourni ma ra ur barr-grizilh war un doenn vein-glas.

1954
Daveenn : VAZA p.91

En ur ger, kenderc’hel a rae da c’houlennata gant herr, ken ma krede din bezañ dindan ur barr-grizilh.

1955
Daveenn : VBRU p.5-6

Kant parrez, kant iliz, evel ’ouzoc’h, ha da bep bro he giz ; e Rusia e veze kaset ar skolidi d’ar gêr adalek an deizioù kentañ miz Mae, met an ehan-studi ne bade nemet betek Hantereost d’an hirañ ; er mare-se ne vane delienn ebet ouzh ar gwez, ha dirollañ a rae adarre reuziadoù gwallamzer, rev, glaveier a-bil, barroù-grizilh hag a-wechoù zoken dourerc’h pa felle d’an aelez vinniget stagañ abred da zibluañ gwazi, hervez ma lavare va zad.

1955
Daveenn : VBRU p.59-60

Ofis publik ar brezhoneg