Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
8
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (ls. -où, barv) Pep hini eus blevennoù ar barv. Al lakepoded-se zo ur varvenn bennak o sevel war o elgezh. 2. (ls. -où) [1954, 1985] Barv. Ur varvenn wenn, hir dezhañ. Kement a gemm a oa deuet ennañ gant ma barvenn hir rodellek. Ur varvenn a eizh devezhiad. [1954] Met dalc’hmat e veze war evezh e « vagerez », ur gigenn vat a vartolod gant ur pezh kof hag ur varvenn abostol [...]. [1985] Un den kozh dezhañ ur varvennig wenn bennak. 3. (ls. -où) [1659, 1927, 1944] Tu lemm ul lavnenn, ur benveg graet evit troc'hañ. Barvenn ar gontell. Barvenn ar c'hleze. Teneraat barvenn ur falc'h : he lakaat da vezañ lemm en-dro. [1944] Hag ar mergl he doa ruziet he barvenn, ar pezh a sinifi n’en doa ket ar benveg labouret hardi, en devezhioù-se. & (impl. hep gm.) Ober barvenn d'ur falc'h : he lakaat da vezan lemm en-dro. HS. dremm, malvenn, neudenn. 4. [1931] Lodenn ziwezhañ udb., dezhañ stumm ur barv.

Skouerioù istorel : 
16
Kuzhat roll ar skouerioù

barvenn ar gontell

1659
Daveenn : LDJM.1 pg fil (du cousteau)

barvennoù ar gontell

1732
Daveenn : GReg pg fil (tranchant d'un couteau, &c., pl.)

barvenn

1732
Daveenn : GReg pg fibre (Fibre, menuë racine des plantes, & des arbres, Van.)

barvennoù

1732
Daveenn : GReg pg fibre (Fibre, menuë racine des plantes, & des arbres, Van.)

barvenn ar gontell

1732
Daveenn : GReg pg fil (tranchant d'un couteau, &c.)

barvenn ar c'hleze

1732
Daveenn : GReg pg fil (tranchant d'un couteau, &c.)

barvennoù ar c'hleze

1732
Daveenn : GReg pg fil (tranchant d'un couteau, &c., pl.)

Poaniañ a ra en noz, en deiz, / Evidoc'h, 'vit he bugale, / Hag he c'harantez, war vale, / Ne baouez da bediñ gant feiz, / Evit ma troy da vat ar bed, / Ma teuy kalon, skiant d'he fried, / E-lec'h brabañs, lorc'h ha fouge / M'en devezo doujañs Doue, / Ma talc'ho mat d'ar gourc'hemen, / Pa n'en defe ket ur varvenn !

1867
Daveenn : MGK p132

Pa welas ar re-mañ n’oa er c’hogn-se nemet ur manac’h mac’hagnet, unan anezho, ur paotrig yaouank ha n’en doa ket c’hoazh ur varvenn war stal ar mec’hi, hen treuzas gant un taol baionetez ken don ha ken didruez ma her stagas ouc’h an nor…

1877
Daveenn : EKG.I. p.41

barvenn

1927
Daveenn : GERI.Ern pg barw

barvenn

1931
Daveenn : VALL pg (poil de) barbe (& appendice en forme de b.)

Hag ar mergl he doa ruziet he barvenn, ar pezh a sinifi n’en doa ket ar benveg labouret hardi, en devezhioù-se.

1944
Daveenn : ATST p.40

Lugerniñ a rae barvenn ar falz nevez goulazhet, ha Job a soñje : — « Gant ma n’eo bet gwelet gant den ! »

1944
Daveenn : ATST p.68

Dimp da welout a-bell e oa Abd-el-Aziz ur gwaz yaouank a-walc’h, war-dro tregont vloaz, met ur c’hof braoued anezhañ, dre ma ’z oa gwisket Doue ’oar gant pet ha pet sae lien ha seiz gwenn, hag o vezañ ma veze hanter ledet e gorf war ur bern torchennoù, tennet en divije d’ur wreg dougerez dare da wilioudiñ panevet d’ar varvenn du-peg ha rodellek a laoske da ziwan en-dro d’e zremm morlivet.

1954
Daveenn : VAZA p.135

Met dalc’hmat e veze war evezh e « vagerez », ur gigenn vat a vartolod gant ur pezh kof hag ur varvenn abostol, ha sellout dindan e dao a rae hemañ ouzhimp kellies gwech ma tichañse d’ar c’hrouadur en e garg tostaat ouzh ar sonerien, torfedourien en o had.

1954
Daveenn : VAZA p.186

Edod o paouez distaliañ diouzh merenn, en eil devezh, pa welis o tont davedon, da ober din e c'hourc'hemennoù, un den kozh dezhañ ur varvennig wenn bennak.

1985
Daveenn : DGBD p152

Ofis publik ar brezhoneg