1. Ober gant ar roeñvoù evit kas ur vag war-raok.
Roeñvat a-nerzh-brec'h, a-lazh-korf.
&
Trl. skeud.
Roeñvat war gornôg : bezañ e par ar marv.
2. Dispac'hañ.
A-bouez roeñvat a-walc'h, e tennas e zivesker eus ar pri goet-se.
E-keit ha ma kouske Derkeia, e stagas Kadra ha Daga da roeñvat, nemet e nac’he ar vag sentiñ ouzh o roeñvadoù, ma renkjont ehanañ.
E-keit ha ma kouske Derkeia, e stagas Kadra ha Daga da roenvat, nemet e nac’he ar vag senti ouz o roenvadou, ma renkjont ehana.
1923
Daveenn :
SKET
p.109
Eno, war an traezh, edo un hanterzaouze[gad] a vagoù pilprennek ha kel lies all a vagoù kroc’hen. Derkeia a lakeas war neuñv unan eus ar re-mañ hag, o vezañ pignet enni gant he c’hoarezed, e stagas a-gevret ganto da roeñvat war-du ar mor.
Eno, war an traez, edo eun hanter-zaouzek [hanter-zaouzegad] a vagou pilprennek ha kel lïes all a vagou kroc’hen. Derkeia a lakeas war neunv unan eus ar re-man hag, o veza pignet enni gant he c’hoarezed, e stagas a-gevret ganto da roenvat war-du ar mor.
Gourvez da ziskuizhañ. Evidomp-ni, e veilhimp hag e poagnimp da roeñvat.
Gourvez da ziskuiza. Evidomp-ni, e veilhimp hag e poagnimp da roenvat.
1923
Daveenn :
SKET
p.109
Ur wech all, brav an amzer anezhi, plaen ar mor evel ul lenn, an darn vuiañ eus paotred ar bourk a oa o c’hoari er bagoù bihan, o paolleviat, o roeñvat.
Eur wech all, brao an amzer anei, plên ar mor evel eul lenn, an darnvuia eus pôtred ar bourk a oa o c’hoari er bagou bihan, o poleat, o rônat.
1924
Daveenn :
BILZ1
Niv. 45, p.1066 (Gwengolo 1924)
— « N’on ket barrek ? Kement-se, n’eo ket ur fri lous eveldoc’h a zesko din ur vicher bennak ! » — « Dalc’h ’ta, neuze !… Dalc’h ’ta, neuze !… » Ha Lom a roeñve, ar pezh ma c’halle.
1944
Daveenn :
ATST
p.95-96
Job, avat, a soñje en e benn e-unan : « Lom ne oar ket roeñvañ ; va lodenn-me a dlefe eta bezañ brasoc’h eget e hini. Un dra just eo. »
1944
Daveenn :
ATST
p.100
Pell c'hoazh goude, pa'm beze c'hoant da hegasiñ an aotrou Vallée kaezh, e lakaen anezhañ war sujed e ziv vestrez vrogarourez o roeñviñ gantañ war lenn Llanover.
Pell c'hoaz goude, pa'm beze c'hoant da hegasi an Aotrou Vallée kaez, e lakaen anezañ war sujed e ziou vestrez vrogarourez o roeñvi gantañ war lenn Llanover.
1944
Daveenn :
EURW.1
p.122
Sioul e oa an dour, pounner a-walc'h an amzer ; ur blijadur a oa skeiñ bep eil ar palioù roeñvat, ha lakaat ar vag da risklañ war zour al lenn.