A-dost ’vat, kant poan ha kant all hor boe da c’houzañv a-drugarez dezho.
Evit pezh a selle ouzh adverenn, gwelloc’h e veze ganin chom da c’hoari er porzh, rak a-drugarez Doue biskoazh em buhez n’on bet paotr e gof.
Netra aesoc’h, kwita, eget redek da gerc’hat un test all e-touez ar Vignoned en Iliz ; nann da !... kavout a rae marteze d’ar beskoñsul Kuniot e oamp deut un tammig diwezhatoc’h eget ne voe bet divizet, pe moarvat mall ’oa gantañ plediñ prim-ha-prim gant tudigoù eveldomp-ni, ha marteze all ne bade ken gant ar boan, a-drugarez d’ur bramm a-dreuz na ouie ket ervat dre be penn strakal e-maez rak ur c’hac’her diaes, pa lavaran, e oa an drask-se !….
A-drugarez Doue ne 'm eus ket bet alies d'en em gannañ outo el lodenn-vro ergerzhet ganin.
An iliz, chomet war he darn e-pad pell, a voe peurechuet er XVvet kantved, en un doare meurdezus a-drugarez da largentez an dug.
Ouzhpenn se e rank ar giton embann perak eo ac'hubet ar savadur, a-drugarez d'ul lugan sklaer ha soñjet brav evit ma c'hallfe skeiñ ar speredoù e-pad pell.
Un toull-trap a-fed [a-fet] preder eo ar feulster kenfeurel : a-drugarez dezhañ e vefe tu da lazhañ un den a zo bet ministr, evel Hubert Védrine, peogwir ez eo kablus da vezañ kemeret perzh er gouennlazhadeg [ouennlazhadeg] e Rwanda.
Darbet e voe dezhañ bezañ boulzuet en ur c'hlub eus West End m'en doa gwir, a-drugarez d'e c'hanedigezh ha d'e staelad kevredigezhel, da vezañ ezel anezhañ.