Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Adv. 1. Gant truez, gant tristidigezh. Sellet a-druez ouzh ub. 2. Dre ast. Gant avi. Sellet a rae a-druez ouzh an tamm kig.

Skouerioù istorel : 
2
Kuzhat roll ar skouerioù

Sevel a reas c’hoant enni da guitaat bro ar Voabited, evit distreiñ d’he hini, gant he div verc’h-kaer ; rak klevet he devoa penaos en doa an Aotrou sellet a-druez ouc’h e dud ha roet boued dezho.

1850
Daveenn : GON.II p.98

Gwelet hemañ mac’hagnet e holl izili, henhont astennet a-hed e gorf war hent ar belerined, a glemm, a derm, klevet-eñ o huanadiñ war e wallblanedenn : « O ! pet truez ouzh ur paourkaezh !… O ! pet truez !… » Hennezh, azezet harp ouzh ar c’hleuz, e flac’hoù en e gichen, euzhus da welet, a ziskouez e zivc'har debret gant ar goulioù hag ar c’hontron : « Sellit a-druez ouzh un den reuzeudik, c’hwi pere a zo yac’h ha divac’hagn ».

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 40, p.897-898 (Miz Ebrel 1924)

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial