A-raok sevel e-unan e-barzh, an Aotrou Poullaoueg a grogas a-dro-vriad er c’habiten Kivoron, en u[l] lavaret : — Bennozh Doue dit, d’az kwreg ha d’az pugale, Kivoron.
Araok sevel he-unan ebarz, an Aoutrou Poullaouec a grogaz a-dro-vriad er c’habiten Kivoron, en eur lavaret : — Bennoz Doue dit, d’as krek ha d’as pugale, Kivoron.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.226
Goude-se e lammas a-dro-vriad en-dro da c’houzoug Mari Toulleg ; hag ar plac’h hag ar vestrez a chomas ur pennad hep gellout lavaret ger, ker gounezet e oa o c’halonoù.
Goude-ze e lammaz a dro-vriad enn dro da c’houzouk Mari Toullek ; hag ar plac’h hag ar vestrez a jommaz eur pennad eb gellout lavaret ger, ker gounezet oa ho c’halounou.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.228
Diredek a reas davetañ ha teurel he divrec’h a-dro-vriad en e gerc’hen.
Diredek a reas davetan ha teurel he divrec’h a-dro-vriad en e gerc’hen.
1924
Daveenn :
SKET.II
p.12
An arzhed, savet en o sav dirazo, o mougas dre deurel outo a-dro-vriad o favioù blevek ha skilfek.
An arzed, savet en o sav dirazo, o mougas dre deurel outo a-dro-vriad o faoiou blevek ha skilfek.