bamet-mik
chom bamet
menel bamet
Pa zeuis [er]-maez, ken bamet, ken fromet hag ur pirc’hirin o pellaat diouzh un iliz vrudet, ne oan ket, ha pa vije bet kinniget din holl vadoù ar bed, evit distreiñ va spered a-ziwar kement tra am boa bet an eurvad da barañ va selloù warno : skeudennoù an Impalaer hag e gerent, ar salioù bras pe vihan, ma krogas Napoleonig da zeskiñ enno komz ha kerzhout, pazennoù kignet an diri ma pignas ken alies ganto, ha dreist-holl ar gourvezvank stok ouzh ar voger m’en em ledas warnañ Laetitia Buonaparte ar Sulvezh ma rankas a-greiz an oferenn-bred redek a-dizh d’ar gêr da c’henel ur bugel ken burzhudus.
Nann, bamet e chomas dirak stal-wer un dibrer e penn uhelañ straed Siam, ma weled enni ur pikol marc’h plouzet eus ar c’hentañ, gant un dibr war e gein ha kement tra all e-dro dezhañ : « Ha pa vefen dall ha daonet, e kenderc’he da lavarout va zroc’her[-]buzhug, evel pa vefe bev ha prest da winkal eo al loen-kezeg-se ! »
Ha ken klok, ken brav e sache ar wazed a nerzh korf war fust ar roeñvoù ma skare ar gale kalz primoc’h eget na ruilhfe ur ganetenn war ar skorn, ha ma vanjomp bamet, krog ennomp ar c’hoant strakal daouarn en ur sellout outo.
Ha padal on chomet bamet gant Casablanca !
Dindan heol skedus an dilost-hañv e chomer tost bamet gant brokusted ar vro, evel pa vije tennet eus ur varzhoneg gant Keats.
-gouzañv gante [tudennoù an istorioù mat], bezañ bamet gante, en em santout tost oute ha dre-se bezañ skoaz-ouzh-skoaz gante...-
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
bamizon