Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. Arz al lavar a bleustrer warnañ a-benn ezteuler pe reiñ da santout udb. dre ober gant al lusk, gant kensonerezh ar gerioù ha gant ar skeudennoù-lavar. Uhel eo barzhoniezh an oberour-se. [1954] An deiz war-lerc’h, e tegasas Toto al levrioù-se d’ar « Rusianez » , ha setu lorc’h ennañ, met ar wech-mañ ’vat e savas kaoz, neket allas eus ormel, met a-zivout ar sonerezh dre vras, al lennegezh, ar varzhoniezh hag ur bern fardach all na oant nemet terra ignota evit ar paourkaezh paotr. 2. Doare dibar ma pleustr ur barzh, izili ur skol lennegel, h.a., war an arz-se end-eeun. Awenet uhel e oa barzhoniezh Yann-Bêr Kalloc'h. Ar varzhoniezh vrezhonek : a bleustrer warni e brezhoneg. II. Dre ast. Perzh a laka un den war boudoù pe draoù zo gouest d'e fromañ evel ma ra ar barzhonegoù. Eno e oa tiez koant ha leun a varzhoniezh.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

Dre m’eo bet engehentet gant un doue, eveshaet en he yaouankiz gant un doue, kelennet gant un doue, eo e trec’h ar baotred hag ar maouezed anezhi war baotred ha maouezed broioù all an douar e ment, e nerzh, e skañvded, e gwevnded, e kened, e sked, e gwennded, e meiz, e kadarnded, en eeunded, e gwirionded, en helavarded, e barzhoniezh, e gouiziegezh, en hesonerezh, en ijinoù-kaer ha mecherioù en oberiadoù ar peoc’h kerkoulz hag e re ar brezel.

1923
Daveenn : SKET p.38

"barzhoniezh" gg.

1923
Daveenn : SKET p.158, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "(la) poésie".

barzhoniezh

1927
Daveenn : Geri.Ern pg barz

O, tachennoù bourrus leun a varzoniezh ! O, douar benniget !... Warnoc'h ez vihan e kerzhen war va c'hrabanoù. Peur hoc'h adgwelin ?... Marteze biken ken !...

1929
Daveenn : SVBV p.18

Ganet on bet, evel holl vugale ma remzi, diouzh kerent furmet o mennozhioù war skouer re ar C'hallaoued, ha da natur-te eo he deus digabestret ma spered, ha roet din blaz kentañ amzer-dremenet ma hendadoù, un tamm eus o herrder, eus o c'harantez-vro, eus o barzhoniezh.

1944
Daveenn : EURW.1 p15

Teurel a reas ar paotr ur sell war ar follennig, ha lenn a reas : « Madrigal de los claveles » (Madrigal ar jenoflez). Ur pezhig barzhoniezh e oa.

1949
Daveenn : SIZH p.51

An deiz war-lerc’h, e tegasas Toto al levrioù-se d’ar « Rusianez » , ha setu lorc’h ennañ, met ar wech-mañ ’vat e savas kaoz, [neket] allas eus ormel, met a-zivout ar sonerezh dre vras, al lennegezh, ar varzhoniezh hag ur bern fardach all na oant nemet terra ignota evit ar paourkaezh paotr.

1954
Daveenn : VAZA p.179

Hogen arabat din touelliñ ma c'henvroiz, hag ec'h anzavan outo, didroidell, ne deo an degouezhioù all a gaver em labour nemet faltazi diwanet en ur spered troet un nebeud gant froudennoù ar varzhoniezh, daoust pegen gwirheñvel e c'hell an darvoudoù-se bezañ.

1960
Daveenn : PETO p.8

Setu unan deus pariadennoù ar stourm-furlukined, pa implijont ar varzhoniezh, ar farsadennoù hag al ludresadennoù evit disentiñ.

2015
Daveenn : DISENT p161

Ofis publik ar brezhoneg