Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

v.k.e. Distennañ (dilhad, liñselioù, h.a.). Emberr e ferin ar c'hrezioù. & (impl. en e furm av.) Taol-feriñ : taol a implijer evit distennañ.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

Evelkent e-pad an hañv, pa deue itron Tremedern da vaner Kastell-Brechou, Janedig ac’h ae, div pe deir gwech ar sizhun, d’ar c’hastell evit diskiñ d’an dimezell yaouank gwriat, ferañ, brodañ, ober dantelez.

1925
Daveenn : BILZ2 p.152

Un « uniform » ofisourien-vor a oa ganimp ha difennet e oa mont e-maez ar skol hep manegoù, hep mañchetezoù feret, ha d'ar goañv, hep bodreoù lêr.

1944
Daveenn : EURW.1 p51

[A]r baotred, gant o zogoù bihan plat, o chupennoù du berr, o rochedoù gwenn feret-kalet, o brageier moan o voulañ o morzhedoù tev evel peulioù-kloued[.]

1944
Daveenn : EURW.1 p.166

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial