Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V.k.e. [1931, 1954] Dallañ ub. penn-da-benn (o stlepel traoù ouzh e zaoulagad). [1931] Findallañ. Hs. penndallañ, peurzallañ & Trl. skeud. PEMDEZ (db. an dud) [1867] KEN A FINDALL : par ma c'hall Neuze ar razh mibin a red ken a findall, / A labour keit ha dek / Gant e dreid[,] gant e veg, / A zrailh hag a zispenn / Sac'h ar vaot penn-dre-benn, / Ker brav m'he devoe hed he gar / Ha ma c'hellas dont d'ar gêr.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

Neuze ar razh mibin a red ken a findall, / A labour keit ha dek / Gant e dreid[,] gant e veg, / A zrailh hag a zispenn / Sac'h ar vaot penn-dre-benn, / Ker brav m'he devoe hed he gar / Ha ma c'hellas dont d'ar gêr.

1867
Daveenn : MGK p48-49

findallañ

1931
Daveenn : VALL pg aveugler (en jetant à la face et au yeux)

Truez am boa ouzh Jaureguiberri gozh, rak diaes eo d’un admiral krog e pemp bloaz ha tri-ugent chom ur pennad brav en e gluch ha kuit a fiñv war un dorchenn ; hanter seizet e tlee bezañ e dammoù izili, hag e tu-hont da se e kenderc’he barroù-avel da skubañ traezh munut a findalle hon daoulagad.

1954
Daveenn : VAZA p.136

Ofis publik ar brezhoneg