Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. 1. Terriñ, drailhañ. HS. difoeltrañ, dispenn, distrujañ, foeltrañ. 2. Lakaat (udb.) da gouezhañ a-daol-trumm. Findaonet eo ar ribotadenn d'an douar gant ar pemoc'h. DHS. diskar. HS. foeltrañ, skeiñ, stlepel. 3. Reiñ (un taol bnk.) en un doare feuls. Neuze e findaonas un taol spontus dezhañ. DHS. distagañ. HS. darc'haouiñ, difoeltrañ, plantañ. 4. Dre skeud. Distresañ. Findaoniñ ar wirionez. II. V.g. A. Kinnig mont en ur stad fall. Redek a raen ken a findaone ma zreid. Ar c'hezeg-se a ya ken a findaon ar rozenn. B. Tr. dic'hour. KEN A FINDAON. 1. Buan-buan. Ha d'ar red war-lerc'h ar bleiz ken a findaone ! HS. foeltrañ, frizañ. 2. Forzh pegement. Pa baoueze da strevial e stage da vallozhiñ ken a findaone. Dec'h e oa glav oc'h ober ken a findaone.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial