Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (db. an dud) Nec'het. Trubuilhet ma'z oa o welet ur seurt tra, e krogas da grial. Tud trubuilhet, tud ankeniet. E spered zo bemdez trubuilhet. HS. nec'hañset. 2. (db. an amzer) Goloet, koumoulek. Daoust petra a ray an amzer ? Gwall drubuilhet eo.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

trubuilhet

1499
Daveenn : LVBCA p199

trubuilhet

1499
Daveenn : LVBCA p199 (troublez, espouentez)

trubuilhet e spered

1732
Daveenn : GReg pg gène (Donner la gêne à son esprit, pp.)

trubuilhet

1732
Daveenn : GReg pg embarasser (aporter des obstacles)

Edo, kofesour a-raok ar velegiezh, o vont marteze da glevout anzavioù un ene trubuilhet, ha d'e frealziñ gant madelezh.

1949
Daveenn : SIZH p.42

Daoust ma, dreizon, n'eo ket skuilhet, / Gant ar gwad-se on trubuilhet / Hag, e goueled ma zruegezh, / ' Klevan hirvoud ma c'hiriegezh.

1960
Daveenn : PETO p77

Un abeg eo dit da veza trubuilhet / Rak re ouzh da seurt morse ne ziwaller ; / Ha ne vefes ket ivez e genwaller / O sevel gantañ kabal ha komplidi / Ouzh Nasion Frañs hag ouzh he dalc'hidi ?

1960
Daveenn : PETO p37

Ma c'halon trubuilhet ha ma spered sammet / Ez on chomet mantret ha leun a zouetañs.

1960
Daveenn : PETO p14

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial