Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.g./h.b. 1. Diaesterioù, skoilhoù, from, nec'h a sav gant ub. pe gant meur a hini, zo kiriek dezhañ, dezho da vezañ prederiet, ankeniet. Nag a drubuilh, nag a anken a-wechoù ! Goude an holl drubuilh am eus bet em buhez ! [1954] « Trugarez, va faotr, met poent eo din kerzhout d'ar gêr, anez-se trubuilh am befe digant merc'h Sapeur ». [1954] Na person, na kure ne daolas fed ouzh al lezenn-se, hag evit gwir, laosket e voe pep hini d’ober evel ma kare, kuit a gastiz nag a druibuilh. & Bezañ en trubuilh : bezañ trubuilhet. An diskibien a oa en trubuilh. En trubuilh em eus o c'havet. 2. Dizurzhioù, reuz en ul lec'h, ur mare bnk. An amzer a drubuilh a voe evitañ ar c'hwec'hvet kantved. [1878] E-pad ma chomas an drubuilh dre ar vro, ar c’here ne veze gwelet er gêr nemet dervezhiennoù. [1954] Graet e voe ’ta hervez he diviz, hag evidon da bellaat a-c'hrad-vat diouzh kemend-all a drubuilh, daoust ha n’am eus kavet biskoazh abeg da glemm ouzh ar skolaj, n’eus forzh, desped am boa dre ma ranken mont kuit rak, ha pa vefe aour an orjal anezhi, biken evn n’en em dommo ouzh e gaoued. & Trl. C'hwezhañ, lakaat trubuilh : lakaat reuz. Degaset hoc'h eus an den-mañ din war-zigarez e c'hwezhe trubuilh dre ar vro. Un aerouant a lakaas an trubuilh hag ar spont e pevar c'horn ar vro. HS. freuz. 3. PEMDEZ Ger a implijer evit ober anv eus ur bugel buhezek betek re. Erru eo trubuilh ! & (kenstrollet strizh gant ar ger kêr) Erru eo Kerdrubuilh ! Kerdrubuilh a oa anezhañ ! II. G./B. 1. Diaester, skoilh, from, nec'h a sav gant ub. pe gant meur a hini, zo kiriek dezhañ, dezho da vezañ prederiet, ankeniet. Kennerzhañ ub. en e drubuilhoù. Eus an eil trubuilh d'eben. Mil trubuilh hor boa bet ganto. Tammoù trubuilhoù int. Levenez e-kreiz an trubuilhoù. & Trl. Bezañ en un drubuilh : bezañ trubuilhet. Endra edo en drubuilh-mañ. 2. Dizurzh, reuz en ul lec'h, ur mare bnk. Bez' ez eus bet trubuilhoù er bed-mañ. Trubuilhoù grevus a darzhas eno.

Skouerioù istorel : 
34
Kuzhat roll ar skouerioù

trubuilh

1659
Daveenn : LDJM.1 pg affliction, tracas

treubilh

1732
Daveenn : GReg pg adversité, affliction

trubuilhoù

1732
Daveenn : GReg pg embaras (tracas)

trubuilh

1732
Daveenn : GReg pg embaras (tracas), gène (Gêne, fatigue, peine, travail.)

trubuilh

1732
Daveenn : GReg pg affliction

trubuilhoù

1732
Daveenn : GReg pg affliction

treubuilhoù

1732
Daveenn : GReg pg adversité

treubilh

1732
Daveenn : GReg pg affliction

trubuilh

1732
Daveenn : GReg pg gène (Gêne, fatigue, peine, travail, Van.)

trebilhoù

1732
Daveenn : GReg pg affliction

treubilh

1850
Daveenn : GON.II pg trubul (affliction. tristesse. tribulation. trouble. en Vannes, "trébil").

trubuilh

1850
Daveenn : GON.II pg trubul (affliction. tristesse. tribulation. trouble).

trubuilhoù

1850
Daveenn : GON.II pg trubul (affliction. tristesse. tribulation. trouble. Pl.)

En trubuilh em eus o c'havet.

1850
Daveenn : GON.II pg trubul (je les ai trouvés dans l'affliction, dans la tristesse).

Ar pezh a zo bet kaoz ma’z eus bet kement a drubuilh e kalz a barrezioù, eo ma kaved enno tud hag a yae a-du gant an dispac’herien, tud hag a felle dezho en em binvidikaat diwar-goust an nesañ ha diwar-goust an ilizoù, pe en em saotriñ e pep viltansoù [sic].

1877
Daveenn : EKG.I. p.237-238

E-pad ma chomas an drubuilh dre ar vro, ar c’here ne veze gwelet er gêr nemet dervezhiennoù.

1878
Daveenn : EKG.II p.297-298

En deiz-se, trubuilh ha glac’har en tiig : ur plac’h, ar vamm, war ar varvskaon ; ur bugelig en e gavell, emzivad an deiz kentañ eus e vuhez.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.808 (Miz Genver 1924), ("tiig" reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.846).

Hag e fell deoc’h penaos e teufent, un devezh a vo, da reiñ skoazell ha dorn deoc’h en ho poanioù pe en ho trubuilhoù ?

1925
Daveenn : BILZ2 p.135

Buan, gant u[n] abardaevezh pe gant ur sulvezh plijadur a-gevret, e veze ankounac’haet trubuilhoù ar gompagnunezh skol.

1944
Daveenn : EURW.1 p.196

Raktal diredet e-maez ar porzh ti-skol, an holl drubuilhoù-se a veze ankounac'haet buan.

1944
Daveenn : EURW.1 p22

Gout’ ouzer pegement a drubuilh a c’houzañvas an Tad Vallée diouzh e berzh, kement ha ken bihan ma rankas paouez d’embann Kroaz ar Vretoned.

1954
Daveenn : VAZA p.61, notenn 1

Digant he den zoken ne gleve nemet al lesanv-se, ha mar c'hoarveze d' ur martolod all e bediñ ur sulvezh da noz da chom gantañ e bourc'h da c'hoari kartoù ha d'evañ ur bannac'h re, raktal e lavare Biz Kamm : « Trugarez, va faotr, met poent eo din kerzhout d'ar gêr, anez-se trubuilh am befe digant merc'h Sapeur ».

1954
Daveenn : VAZA p.10

Graet e voe ’ta hervez he diviz, hag evidon da bellaat a c’hrad-vat [a-c'hrad-vat] diouzh kemend-all a drubuilh, daoust ha n’am eus kavet biskoazh abeg da glemm ouzh ar skolaj, n’eus forzh, desped am boa dre ma ranken mont kuit rak, ha pa vefe aour an orjal anezhi, biken evn n’en em dommo ouzh e gaoued.

1954
Daveenn : VAZA p.49-50

Ac’hanta, e penn uhelañ al «leuveenn » dirak an iliz-veur, el lec’h end-eeun ma veze aozet warnañ bep bloaz telt ar Sakramant, setu pelec’h e fellas d’ar re-se, ha dreist-holl d’unan anezho, ar Beskont Gustav Kergezeg (1) stekañ an dolzenn gouevr hanter verglet, kizellet gant Yann Boucher, paotr delwenn vras Roazhon : ha diwar neuze e tarzhas reuz, charre ha trubuilh em Bro-Dreger.

1954
Daveenn : VAZA p.55-56

Na person, na kure ne daolas fed ouzh al lezenn-se, hag evit gwir, laosket e voe pep hini d’ober evel ma kare, kuit a gastiz nag a druibuilh.

1954
Daveenn : VAZA p.59

Ha, bemdez, trubuilh, reveulzi, / Dic'hlanniet foll, par d'an dour-beuz, / D'hon drastañ diroll [,] d’hor beulziñ / O skignañ spont, daeloù hag euzh.

1960
Daveenn : PETO p28

Nec'h hag enkrez leizh da grubuilh / Ha gwall-chalet gant an drubuilh / Pa zibabez ar wenodenn / Az sach ganti dizereat / Diwar vali veur an dlead, / Tav, eta, gant da sorodenn !

1960
Daveenn : PETO p21

Ne oa ket echu avat va zrubuilh diwar-goust ar barr-arne-se.

1985
Daveenn : DGBD p136

N'eus ket tu da vezañ diwezhat pa ouzer e chomo div zousennad lakepoted ma n'erruer ket e koulz d'ober war o zro, da gas reuz ha cholori e porzh ar skol, un digarez brav dezho da sachañ trubuilh war gein o enebour, ar c'helenner.

1992
Daveenn : EAZB p. 107

'Dalveze ket mui ar boan distouvañ ar voutailhad gwin eus an Nahe am boa degaset da vintin eus ar c'hav : pec'hed e vez kargañ ur werenn gant liv ametist ruz ar Wallhaüser Backöschen pa ne vezer ket e stad a c'hras, distrob ar spered diouzh pep trubuilh evit bezañ gouest da dañva ervat blaz frouezh ar menezioù ha frond ar vuhez atav yaouank.

1992
Daveenn : EAZB p.117

gant ma asantot ober din resis ha dik ar vad a c'houlennan, e steuzio raktal va zrubuilhoù evel pa vijent bet marvailhoù nemetken.

2012
Daveenn : DJHMH p. 81

N'eus ket gwashoc'h evit ober d'an dud faziañ, degas trubuilhoù da zerc'hel unvan ar strollad koulz ha diskar brud vat ar stourm.

2015
Daveenn : DISENT p62

Daoust dezhe kemer perzh en obererezh e chom dister ar riskl evito da gaout trubuilhoù da c'houde [...].

2015
Daveenn : DISENT p90

Mont a reomp kuit evit ma n'ho po ket trubuilh ken ganeomp.

2015
Daveenn : EHPEA p12

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial