Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. B. Dispred. Taol kurun. 2. Pemdez (dirak un ak. doareet gantañ) Mell. Ur foeltrenn varc'h kement ha me. Daou foeltrenn korn a savas war he fenn. Div foeltrenn barrikenn. Un tamm foeltrenn pezh legestr : ur pikol legestr evel na weler ket alies. [1954] Leur an ti a rae dimp evit c'hoarilec'h, kraou ar Mabig Jezuz a oa ur foeltrenn seminal, ha da c'hortoz o zro chom a rae ar rouanez hag all kuzhet en deñvalijenn dindan ar viñs. & (kreñvaet gant pezh) Ur pezh foeltrenn asied. Ur pezh foeltrenn ki du. [1954] Fañch ‘vat, ur pezh foeltrenn den anezhañ hag eñ ken treut hag un sklisenn wintet war bikoloù skasoù, divhar hiroc’h ha moanoc’h eget re ur c’hog-radenn, a veze marteze re dechet da c’hoari anezhi. & (dirak un ak. doareet gantañ degaset gant an ar. a) Ur foeltrenn a dortis. Un tamm foeltrenn a garg ! : un tamm a garg vras evel na weler ket alies. HS. felpenn, pikol. EVEZH. : (a) digemm e chom ar ger doareet prl. pa vez raktal war-lerc'h ar ger foeltrenn ; (b) implijout a reer an ag. niv. a glot gant ar ger doareet.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

Hag ar sakrist un tamm foeltrenn bazh gantañ en pep dorn, oc’h heul e laeron.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 39, p.866 (Miz Meurzh 1924)

Bilzig gant e walenn-grog ac’h aes da furchal ar c’havioù a anaveze, hag a dennas eus unan anezhe un tamm foeltrenn pezh legestr.

1925
Daveenn : BILZ2 p.140

Leur an ti a rae dimp evit c'hoarilec'h, kraou ar Mabig Jezuz a oa ur foeltrenn seminal, ha da c'hortoz o zro chom a rae ar rouanez hag all kuzhet en deñvalijenn dindan ar viñs.

1954
Daveenn : VAZA p.25

Fañch ‘vat, ur pezh foeltrenn den anezhañ hag eñ ken treut hag un sklisenn wintet war bikoloù skasoù, divhar hiroc’h ha moanoc’h eget re ur c’hog-radenn [sic "ur c'hog-raden"], a veze marteze re dechet da c’hoari anezhi.

1954
Daveenn : VAZA p.28

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial