Hogen, graet e oa bet din un tammig skol en araok [en a-raok]. Bez oa em c’hombod pa loc’has an tren e Berlin, ur beajer-kenwerzh eus Varsovia, ur c’hwil latennet-dreist anezhañ, ha goude ne gomze nemet galleg palefars [palefarzh], ne roe peoc’h ebet din gant ar c’hoant en en doa d’ober pratique de français hervez ma lavare merc’hed ar Yacht-Klub e Stokholm. Hennezh an hini eo a zeskas din penaos ober gant maltouterien Aleksandrovo.