Raktal ar rakzorioù a fiñvas en ur drouzal war o mudurunoù ha, dre[iz ?] an toulloù anezho ec'h en em silas un niver bras a veajourien ker sammet, ar c'halz anezho, hag ul [sic] toullad merien o tistreiñ d'o neizh. Ken niverus all eo war ar frankizenn, an dud a c'hortoz o zro da bignat en tren da gemerout al lec'hioù lezet goullo gant ar re a oa erruet e penn o beaj.
Den ne oar pet levr a zo bet aozet diwar-benn ar gêr-se gant nouspet skrivagner pe veajour, ha dre[-]se gwell eo ganin tremen hep komz diouti.
A-benn ar fin, ha moarvat a-drugarez d’an amzer ha d’an avel / a gas ganto pep tra war o divaskell, e stagas ofiserien da reiñ d’ar veajourien o faperioù tremen-hent, hag a-greiz[-]holl e klevis unan anezho o veogal ar pezh a gave dezhañ e oa va anv : « Gospodin Karl Tremeilh ! emezañ, Karl Tremeilh ! » ha bez ’oa an taol-mañ war e dalfas ur mousc’hoarzh ken hegarat ha pa vijen bet e geneil a-vepred.
Hag an teodoù fall da lavarout zoken e teu e-unan Ministr ar Post war al listri a ra un ehan e Monrovia evit gwerzhañ timbroù d'ar veajourien, evit klask leuniañ un tammig en doare-se yalc'h difoñs ar Gouarnamant.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
beajour-kenwerzh