kenveajour
Sell Goulc'hen ! emeve d'ur c'henvroad, azezet ez eeun din, sell 'ta ! emaomp en em gavet damdost da Vassalia (Marseille), rak santout a ran c'hwezh ar c'hignen gant tud ar vro-mañ ! Ha te, kenveajour, c'hwezh peseurt a santez ?... – C'hwezh an ognon emezañ din ! – Ma, tanav eo da fri, keneil, rak skoet-mat ec'h eus, m'el lavar dit ! pa'z eo gwir Kreisteiziz n'o deus da lonkañ nemet soubenn an ognon bep pred : soubenn an ognon, kignen hag olivez mesk-ha-mesk, d'o lein, d'o merenn, d'o merenn-enderv, d'o c'hoan ha d'o askoan !
A vent gant ur bugel pevar bloaz e oa hini Aleksandrovo, gant daou gelorniad vat [sic, mat] a zour ennañ, ha kerkent ha ma veze goullo e veze diouzhtu degaset unan all rak ne baoueze ket va c’henveajourien da lonkañ te – bete-vremañ, n’on ket evit intent penaos e teu ar Rusianed a-benn da gloukañ a-hed un devezh kemend-all a zour tomm.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
kenveilhat