I. H.g.
1. Poan ha glac'har gouzañvet diwar marv ub.
Gant begin ha daeroù. Ar glac'har hag ar begin e pep familh.
&
Bezañ, mont e begin, dougen begin (da ub.) : diskouez poan ha glac'har da-geñver marv ub.
Ur vaouez a oa e begin pa oa marv he faotr. Holl ar merc'hed yaouank zo aet e begin. Dougen begin da'm mamm.
&
Dre skeud.
An Iliz e begin eus he madoù.
2. Impl. da stn.
A sell ouzh ar c'hañv, ouzh merkoù boas ar c'hañv.
Un amzer begin anvet ar c'horaiz. An dilhad begin. Koef, mantell vegin.
II. G.
1. Hollad merkoù diavaez poan ha glac'har ub. diwar marv ub. all.
2. Glaz.
D'an noz e krog ar c'hleier gant o begin.
HS. kañv.