Dezverkoù all

Stankter implij : 

Skouerioù istorel : 
11
Kuzhat roll ar skouerioù

tañva gant begig an teod

1732
Daveenn : GReg pg (goûter du) bout (des levres)

Kement penn hini er [an azen] gwele / 'Vel a-raok an diaoul a rede, / Hag o tec'het e vijed c'hoazh, / Anez e skouarn a zifoupas, / En un taol, he begig er-maez.

1867
Daveenn : MGK p61

Gant an dra-se n'en em douellomp, / Ouzh begig hor skouarn diwallomp !

1867
Daveenn : MGK p62

Sioulik, gir da zen, Bilzig a glaskas, a gavas, a zidelias ur bodig drez ha ne viras nemet begig ar brank kalet ha leun a zrein.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1032 (Gouere-Eost 1924)

begig

1927
Daveenn : Geri.Ern pg beg

gant begig e deod

1931
Daveenn : VALL pg (du) bout (des lèvres)

begig

1931
Daveenn : VALL pg bec, bout

Redek a rae an aliesañ ma c’helle a di da di war-zigarez kas d’ar gêr druilhoù peurdakonet pe dilhad nevez peurwriet ; bep tro e tape un dra bennak da gloukañ, met dalc’hmat e veze, hervez ma kave dezhañ, blaz ar re nebeut gant e vannac’h ; en ur ger, liv al lonker a vleunie war e fri keit hag un ibil da blantañ kaol, ha rusoc’h ar beg-begig anezhañ eget ur vouarenn hanter veür.

1954
Daveenn : VAZA p.28

Bez’ e oa ivez el lenn nepell diouzhimp ul lestr-brezel pe gentoc’h ul lestr-bale eus Haiti, kaerañ hini ar vro-se ha n’he devoa marteze hini all ebet nemetañ, met divilhal a rae war vegig e wern banniel ur besadmiral (1) ha dre-se e rankas Thierry gozh plegañ, daoust ha ma fuc’he, da vont da gentañ beteg ar vagig-se d’ober ur weladenn.

1954
Daveenn : VAZA p.95

[ [...] rak spi hor boa da sevel betek Montreal pe Gebek.] Allas, rankout a rejomp tremen gant Sidney [sic, Sydney], en enezenn Kap a Vreizh, e beg-begig ar vro, ur gêriadenn divalo-tre gant tiez bihan bihan koad ha pri ha bez’ e oa c’hoazh bagadoù micherourien, masonerien [sic, mañsonerien], kilvizien hag all, o poanial e pep lec’h e[n]-dro dezhi.

1954
Daveenn : VAZA p.104

Au singe, l’agilité, rak ar marmouz a grap war n’eus forzh peseurt gwezenn, c’hip ha c’hap, ha c’hip, emezañ, oueskoc’h eget ur martolod war veg-vegig [veg-begig] ur wern…

1954
Daveenn : VAZA p.118

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial