Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
4
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V.k.e. 1. Lakaat ub. da zegemer gwirionez udb., ez eo mat, talvoudus an dra-mañ-tra. Kendrec'hiñ ub. war ur poent bnk. Ne zeuin ket a-benn da gendrec'hiñ ac'hanout. HS. gounit. 2. Impl. da ag. Bezañ kendrec'het (+ islav. degaset gant ar rn. v. "e") : krediñ start. Kendrec'het e oan ne'm boa ezhomm a netra.

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

kendrec'het

1732
Daveenn : GReg pg convaincre (persuader quelqu'un par raisons évidentes)

kendrec'hin ur re war ur poent bennak

1732
Daveenn : GReg pg convaincre (persuader quelqu'un par raisons évidentes)

kendrec'het, faezhet, eo bet war ul laeroñsi

1732
Daveenn : GReg pg (il a été) convaincu (de larcin)

Kendrec'het eo bet war gevier.

1850
Daveenn : GON.II pg keñdrec'hi (Il a été convaincu de mensonges).

kendrec'hiñ

1850
Daveenn : GON.II pg keñdrec'hi (Convaincre, réduire quelqu'un par le raisonnement ou par des preuves évidentes à demeurer d'accord d'une vérité, d'un fait. Persuader. Porter à croire).

kendrec'hiñ

1923
Daveenn : SKET p.162, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Convaincre".

Feiz avat, Ao. Utterson, n'oc'h ket un den aes da gendrec'hiñ, met dont a rin a-benn koulskoude.

2012
Daveenn : DJHMH p.65

Ar peurrest eus ar familh, ha Fanis da gentañ, a glask lakaat anezhi war he zu gant usreerioù a-seurt gant "al loc'hañ eo an diaesañ, Katerina" pe "dre forzh poaniañ eo e teuer a-benn", met Katerina ne seblant ket bezañ kendrec'het.

2015
Daveenn : EHPEA p19

Kroget o deus da gehentiñ evit kendrec'hiñ emañ ar gwir gante.

2015
Daveenn : DISENT p78

Deoc'h-c'hwi da raksoñjal en traoù nevez ha dic'hortoz a vo da lakaat e pleustr evit ma teufent war o c'hiz hag evit ma vefont kendrec'het da reiñ muioc'h a bouez c'hoazh d'an darvoud savet ganeoc'h -plas ha hirder ar pennadoù roet d'an afer er c'heleier-

2015
Daveenn : DISENT p79

Rak, evit cheñch penn d'ar vazh, e vo ret dimp kendrec'hiñ darn deus hon enebourien da vont d'hor heul.

2015
Daveenn : DISENT p43

[...] kendrec'het o deus ar pennskridaozer e oa pouezus dont d'hoc'h obererezh, daoust ma ne ouzont netra resis.

2015
Daveenn : DISENT p126

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial