En em gavet eno, an Aotrou de Kervalaneg a lavaras e oa gwelloc’h deomp dont en-dro gant aon na vije deuet, eus a Vontroulez, soudarded da Ganclaux, evel a yoa deuet eus a Lesneven, rak neuze e vije aes dezhañ ober an dro deomp, kelc’hañ ac’hanomp, trec’hiñ ac’hanomp hag hor lazhañ holl en un taol.
Evelato, mard eo bet glac’haret ar Ouenn santel gant un niver eus he mibien vagol, eus he merc’hed kenedek o tiankañ hag o vont da goll dre ergerzhout an hentoù nevez, ur frealz e voe dezhi gwelout bagad gwenn ar re a gerzh difazi ha dilammoù, ar strollad galloudus hag oc’h en em neveziñ dalc'hmat eus ar baotred ha merc’hed kreñv, eus an eneoù kadarn a c’hourdrec’h en enkrezioù hag en emgannoù, a dreuz, gounidek, an aerva (maez-al-lazh), ha, d’an noz, a ziwestenn hag a zizibr o javed war glann ar mor-Bras.
Truez en doa bet an Aotrou Doue ouzh e velegig blin, o c'houzout moarvat ne vije ket bet evit trec'hiñ.
Daou-ugent vloaz bennak a zo tremenet abaoe ma hetas dimp kemend-all e Moskov, ha daoust d’an holl drubuilhoù, en desped d’ar gwalldaolioù a venne trec’hiñ warnomp – ha bet hon eus, bugale vat, tammoù a bep seurt blaz, c’hwerv pe drenk, da dañva : daou vrezel, an dispac’h e Rusia, meur ha meur a zisparti, ar c’hleñved, an dienez, ha me oar petra all ouzhpenn ! – bep tro hon eus prennet start hor c’halon ouzh ar gwalleur, ha morse n’hon eus kroget d’en em zebriñ diwar-benn traoù aet e-biou, ha nebeutoc’h c’hoazh a-zivout drouklammoù da zont ha na vo marteze biken anezho.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
trec'hiñ