Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. [1659, 1699, 1850, 1909, 1925, 1954, 2015] Elgezh. [1954] Dont a ra da soñj din evelkent e veze techet ar grennarded d’ober goap diouzh ar re a zouge an disterañ bouchig barv ouzh o groñch, ha redek a raent war o seulioù en ur vlejal : Bê, bê, bêêê ! evel p’o divije bet d’ober gant girvi. HS. chik. 2. Penn ledanañ ur spilhenn. 3. DISPRED. [1659, 1732, 1850] Moj. 4. RANNYEZH. Bruched. 5. Dre ast. Pezh dilhad a c'holo ar bruched. Parraat ouzh an toupennoù erc'h a ziskenn en hor groñj. HS. askre, krubuilh, brennid.

Skouerioù istorel : 
18
Kuzhat roll ar skouerioù

groñj

1659
Daveenn : LDJM.1 pg groin, menton

grouch [sic]

1659
Daveenn : LDJM.1 pg grouch

groñj

1699
Daveenn : Har. pg groñch (le menton)

groñjoù

1732
Daveenn : GReg pg groin (museau de cochon, p.)

groñj

1732
Daveenn : GReg pg groin (museau de cochon)

groñj ar penn-moc'h

1732
Daveenn : GReg pg groin (museau de cochon)

groñjoù moc'h

1732
Daveenn : GReg pg groin (museau de cochon, p.)

groñj

1850
Daveenn : GON.II pg groñch (menton, la partie du visage qui est au-dessous de la bouche [...] de plus, groin, museau de cochon), groñcha

groñjoù

1850
Daveenn : GON.II pg groñch (menton, la partie du visage qui est au-dessous de la bouche. [...] de plus, groin, museau de cochon. Pl.)

« Kaout barv bouc'h zo divalav / Oc'h groñj pennoù a zo divoued ; / Ur vezh int d'ar re o dougen, / Anez kaout skiant, furnezh, chemet. »

1867
Daveenn : MGK p131

groñj

1909
Daveenn : BROU pg 246 (signifie plutôt le dessous du menton)

Stagit eus groñch Saig un troc’had barv, louet ivez, ledan evel ur bal, rust evel sekrep, hir ha fonnus evel foenn er prad dourek ; ur jod dezhañ, peurvuiañ e jod kleiz, koeñvet gant ur chik ken tev hag ho piz-meud, ha, pa'm bo lavaret deoc’h penaos den biskoazh na glevas Saig Jelvest, memes e-kreiz ar gwashañ degouezh, o sevel e vouezh ur wech uheloc’h eget eben, ec’h anavefet perc’henn ar Gwennili kerkoulz ha me.

1925
Daveenn : BILZ2 p.105

Pa oan tremenet dirak e gador e welis un den kreñv, blev louet, un trouc'had mourroù dindan e fri hag a ziskenne en daou du d'e c'henoù betek e c'hroñj, ur gwir penn [sic, benn] brezelour frank, evel em boa gwelet war ar poltrejoù.

1944
Daveenn : EURW.1 p62

Gwelout a ris dirak ma daoulagad ur c’hoziad treut, bihan a-walc’h gant eur barv gwenn ouzh e c’hroñj ; kromm e oa e gein un tammig, met e zaoulagad a oa bev ha sklaer, hag e gomz dous ha seven-meurbet.

1944
Daveenn : EURW.1 p.92

Ken moal e oa hag ur blaisenn, met kement blevenn gouezhet a-ziwar e gokenn a oa moarvat chomet peget ouzh e c’hroñj hag e zivjod, rak dindan erienn [sic, erien] roget e gozh tog ne weled nemet beg e fri, daoulagad tarluch ha krev, va Doue, krev ha krev !...

1954
Daveenn : VAZA p.119

Dont a ra da soñj din evelkent e veze techet ar grennarded d’ober goap diouzh ar re a zouge an disterañ bouchig barv ouzh o groñch, ha redek a raent war o seulioù en ur vlejal : Bê, bê, bêêê ! evel p’o divije bet d’ober gant girvi.

1954
Daveenn : VAZA p.101-102

Adal neuze kenavo d’ar c’holier glas, rak gwisket e oan evel ar segond-mistri, hep galoñs evel-just : ur porpant gant div regennad nozelennoù alaouret, hag a bep tu dindan va groñj ul lirenn aour nevez, mar plij ganeoc’h !

1954
Daveenn : VAZA p.86-87

N'en deus netra all da lavarout din hag emaon war-nes mont kuit pa welan o tostaat un den lardik war-dro hanter-kant vloaz, un tamm bouchig ouzh e c'hroñj.

2015
Daveenn : EHPEA p36

Notennoù studi

Lenn a reer e GON.II eo ar ger "groñch" ur ger eus Bro-Gerne.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial