1. (db. ar plant)
Sap.
Ar gwrizioù a chome bepred sabr enno.
HS. sev, teñv.
2. Dre skeud.
Pezh a ro e nerzh, e startijenn da udb.
Gerioù imboudet war kef ar yezh-se ha maget gant ar sabr anezhi abaoe.
Daveenn :
GON.II
pg sabr (sève, humeur qui se répand par tout l'arbre, par toute la plante, et qui lui fait pousser des feuilles, etc.)
Fall-daonet e veze an amzer er goañv-se, glav pe erc’h a rae bemdez Doue ha menel a raen ar peurliesañ da luduiñ e korn an oaled, o selaou kanaouenn ar skrilhed ha trouzig fentus ar sabr o virviñ e penn ar c’hefoù skav hanter suilhet, rak ne vezen ket an dro-mañ douget d’al levenez.
Fall daonet e veze an amzer er goañv-se, glav pe erc’h a rae bemdeiz Doue ha menel a raen ar peurliesañ da luduiñ e korn an oaled, o selaou kanaouenn ar skrilhed ha trouzig fentus ar sabr o virviñ e penn ar c’hefoù skav hanter suilhet, rak ne vezen ket an dro-mañ douget d’al levenez.
1954
Daveenn :
VAZA
p.175
Notennoù studi
Hervez ar Gonideg (GON.II) e vez graet gant ar ger "sabr" e Bro-Dreger.