Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Endalc'had ur c'hodell. Ur c'hodellad vrav a arc'hant. Ur c'hodellad madigoù.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

godelladoù

1850
Daveenn : GON.II pg gôdellad (Ce que peut contenir une poche. Plein la poche. Pl.)

godellad

1850
Daveenn : GON.II pg gôdellad (Ce que peut contenir une poche. Plein la poche).

Klasket e voe en e c’hodelloù hag e voe kavet gantañ tri real warn-ugent, ur c’hodellad arc’hant paper, hag ur paper all a oa merket warnezhañ anv Loull ar Bouc’h.

1877
Daveenn : EKG.I. p.152

E-pad ar marvor, en hañv, e teue gantañ godelladoù holen dastumet war ar c’herreg er skalfennigoù disec’het gant an heol.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 42, p.975 (Even 1924)

— Mat ar per, paotr ! Mat ar spezard ! Mat ar c’hastrilhez ! — Ro deomp pep a hini, Jojo ! eme Bilzig. — Taol dezho pep a hini, a grias Olier da Jojo, pep a hini ! — Dal ! Ha Jojo a stlapas ur vozad da Vilzig. Roet a zo bet dezho ivez un toullad spezard, ha da Vadalen ur c’hodellad kastrilhez.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 39, p.865 (Miz Meurzh 1924)

Mont da graoña da viz Gwengolo : digas godelladoù [kraoñ] d'ar gêr, o lakaat da c'hellañ.

1944
Daveenn : EURW.1 p25

Mont da laerezh avaloù : mont da guzhat ar godelladoù dindan ur bern delioù kras, da « bezelliñ ».

1944
Daveenn : EURW.1 p25

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial