Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

(db. an dud, al loened) Zo aet direizh e emzalc'h, en deus kollet e greñv warnañ e-unan. Lazhet e voent gant soudarded pennfollet. Ur c'hole pennfollet. [1954] Kerkent ha ma savas hor rener e vazhig wenn : Dzim boum badaboum dzim dzim, eme an daou daboulin hag ar poñsin pennfollet d’en em strinkañ kuit, en ur gas gantañ tog paotr Gwipavaz.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

Ur maread a zo anezho : gwazed, maouezed ha bugale. Dont-mont a reont evel ma ra ur strollad saout pennfollet o tremen dre ur porrastell.

1929
Daveenn : SVBV p8

nadoz-vor pennfollet

1931
Daveenn : VALL pg affoler (aiguille de boussole affolée)

Ya ! karet he dije gouzout, gouzout, mes ne ouie netra ebet, netra ; hag ar soñjezonoù spontusañ, terruplañ, strafuilhusañ a rede, a gorolle, a zaoulamme en he spered pennfollet.

1944
Daveenn : ATST p.53

Pennfollet gant strak spontus an tennoù ne baoueze ket holl fraved an tour da darnijal [da zarnijal] ha da goagal a-us d’ar vourc’h.

1954
Daveenn : VAZA p.39

Kerkent ha ma savas hor rener e vazhig wenn : Dzim boum badaboum dzim dzim, eme an daou daboulin hag ar poñsin penfollet [sic, pennfollet] d’en em strinkañ kuit, en ur gas gantañ tog paotr Gwipavaz.

1954
Daveenn : VAZA p.93

Spontet mik gant an nec'hamant / Rak an Ankoù ken dizamant / A zo kiriek d'am chalamant, / Aon da vervel zo dirollet / 'Barzh ma c'herc'henn ken pennfollet : / Ha dre-se, kure, ' vi kollet.

1960
Daveenn : PETO p39-40

Ne voe ket un nozvezh gwall laouen, rak unan bennak eus an dud a oa o chom eno a oa pennfollet naet.

1985
Daveenn : DGBD p116

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial