Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
118
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

(db. an dud, al loened) 1. V.g. Koll e vestroni war e emzalc'h. Ken niverus e oa ar c'helien ma pennfolle al loened ganto. Arabat pennfolliñ. HS. breskenn, follañ. 2. V.k.e. Lakaat ub. da goll e vestroni warnañ e-unan. Peadra da bennfolliñ eskibien an iliz.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

pennfollañ

1909
Daveenn : BROU p. 408 (perdre le tête)

Ma torro ahel da girri ez redadennoù, ez stourmadoù ! Ma tizahelo ar rodoù, ma frailho da leur-karr, ma vrevo ar yev, ma pennfollo da gezeg, dezho da derriñ o fenn hag o izili ouzh gwezennoù an hent !

1923
Daveenn : SKET p.84

pennfollañ

1931
Daveenn : VALL pg affoler

Mard eo koant ar balafenned, ez eus loened all hag a zo gouest da lakaat un den da bennfolliñ ha da vont da vreskenn evel ur c'hole brizh.

1985
Daveenn : DGBD p57

Da gentañ-penn e pennfoll hoc’h enebourien.

2015
Daveenn : DISENT p106

Met gwareziñ ar stourmerien diouzh an dañjerioù n'eo ket a-walc'h : gallout a reont pennfolliñ abalamour ma klevont o c'hamaraded o vlejal, hep gouzout petra zo kaoz.

2015
Daveenn : DISENT p112

Ur wech c'hoazh : arabat pennfolliñ !

2015
Daveenn : DISENT p173

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial