An Iliz, ti ar bedenn, hent ar silvidigezh ; an iliz gant he Aelez he sent hag he sentezed alaouret, lizennet e moged an ezañs, sklent dindan son kroz an ogroù pe unvaniezh dudius ar mouezhioù ; an iliz, levenez an eneoù santel liammet gant karantez ar Werc’hez Vari, maget gant bennozhioù o Salver.
Soñjit ; div vag o labourat war ar stêr a dalvezo deomp ur bennozh Doue brasoc’h a-berzh ar voereb.
Mil bennozh Doue deoc’h. A-douez va c’herent, ha va mignoned, n’eus nemedoc’h hag o deus priziet dont da welout ac’hanon.
— « Mat ! Kenavo emberr, paotred, ha bennozh Doue deoc’h ! »
Ha mar plege an heol benniget da vezañ a-du gant ar wreg hag an ozhac’h yaouank, neuze ‘vat e teuen da grediñ en devoa an Aotrou Doue kaset gwareg-ar-glav e-maez e zoull e pell-pellañ an neñvoù, ha graet dezhi diskenn betek amañ da gaeraat muioc’h c’hoazh hon hentigoù ken mistr, o kammigellañ etre daou c’hleuz alaouret bennozh d’al lann ha d’ar balan, pe e lec’h all etre girzhier gant skav pe spern gwenn en o bleuñ.
An ostizion a oa laouen da virout ur pennadig c'hoazh an noter tavedek, pa edo ar pennoù skañv hag an deodeion war an treuzoù endeo ; plijet e oant da chom ur predig amzer e kompagnunezh an den emzalc'hus-se ; en em brientiñ a raent d'an digenvezded ; divezviñ a rae o spered bennozh d'e dav pinvidik, goude stegn al levenez a oa bet eztaoleet fonnus e-doug an nozvezh.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
Benoded