Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Stummoù pleget : 
8
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. G. A. 1. Kementad traoù an eil war egile. Ur bern plouz. Ur bern keuneud. Ur bern mein. Ur bern teil. [1878] Ne ouzon ket pe glaz va morzhed pe yenien an noz a yoa kaoz, en em lakaat a ris da grenañ evel ur bern delioù. [1878] An div banell a voe berraet dioc'h an daou benn evit ma vije aes o zennañ kuit pa vije c’hoant ; d’o harpañ, en diabarzh, e veze lakaet, war stal ar pres, tri bern liñserioù harp-oc’h-harp. [1898] ‘Barzh ar c’hrignol eo e krogas, da gentañ, o teviñ bernio[ù] greun a oa bet lakaet eno. [1924] Goude gouel Mikael ec’h a merenn er bern plouz hag e teu an nezañ noz d’ar gêr. [1944] Ar vugale a veze lakaet war ar bern da deurel d'an traoñ an hordennoù. [1955] A-vepred e oa bet ha da viken e vanje va zad den d’e sac’h e-unan, hag en gwirionez ken paour ha Job war e vern teil e veze neuze. [1985] Bernioù kaoc'h fresk a ziskouez edo al loened dre aze en deizioù-se. & Trl. Chom en e vern : chom en ur bern stummet-mat. & Ent strizh Bern-merien : krugell-verien. 2. Dre ast., trl. Teuler udb. d'ar bern : e lakaat gant an traoù n'eus mui ezhomm anezho. & [1867] Mont d'ar bern : mervel. N'eus arouez ebet hag a ziskouezfe sklaeroc'h emañ ar vro o vont d'ar bern. & Kas ub. d'ar bern : e rivinañ. Daou pe dri zaol kartoù kollet zo a-walc'h evit kas an den d'ar bern. [1877] Ur wech ma vez krog an diaoul en un den, er c’has hag er c’haso betek ar bern, betek ar gordenn zoken. & Kas e dog* d'ar bern. & (db. an dud) Bezañ bras ar bern anezhañ : bezañ bras. Ne oa ket bras ar bern ac'hanon d'ar mare-se. 3. Dre skeud. Kementad traoù a vez sellet outo evel madoù, pinvidigezhioù. Bezañ war ar bern : bezañ pinvidik. An hini a vez war ar bern ne vank mann ebet dezhañ. & Ober bern : berniañ. Tammoù sikour a gavo, bihan pep hini anezho, met o niver a raio bern. 4. Dre let. Forzh. Ne oa ket bern pelec'h e veze lakaet. B. (db. an traoù fetis pe zifetis) UR BERN : kalz. Eno e oa ur bern tud. Me am eus ur bern dle. Gounezet en deus ur bern arc'hant. Ur bern poanioù. N'en doa ket ur bern c'hoant da zont. [1944] An eil diaoul. — « Hag ur bern poan spered. » An diaoul kentañ. — « Ha morse plijadur ebet. » [1944] Mes e ti ma zad e teue c'hoazh ur bern tud all, devezhourien ha devezhourezed. [1949] Ha neuze, pa oan bet e Burgos, o lakaat tennañ va foltred, e ti Harina, em boa gwelet, ouzh ar speurennoù, ur bern poltredoù merc'hed war o divskoaz noazh. [1954] [...] ha desket am eus digantañ e-giz-se ur bern troioù-lavar, krennlavarioù, gerioù e-leizh na vezont ken distaget nemet gant ar re gozh-kozh. [1954] [...] daoust ha ma kouste ugent real an taol ; - ur bern arc’hant, tudoù, er mare-se ! – [...]. HS. yoc'h. C. (db. ar mor) Ur bern dour : ur wagenn. & Dre verr. Bern : gwagenn. Ar bernioù a freuze war ar c'herreg. Ar bernioù a dorre war ar pont. Eno e vez hir ar bern. & Dre eilp. Toull a vez etre div wagenn. Eno e vez bernioù kleuz uheloc'h eget an ti-mañ. II. Tr. adv. 1. BERN-HA-BERN : a gementadoù bras stardet an eil ouzh egile. 2. Bern-ouzh-bern : an eil war egile. Savet e oa dezhañ daou zant bern-ouzh-bern.

Skouerioù istorel : 
75
Kuzhat roll ar skouerioù

bern douar

1499
Daveenn : LVBCA p35, 64 (moncel de terre)

bern greun

1499
Daveenn : LVBCA p35, 88 (moncel de sablon)

bern mein

1499
Daveenn : LVBCA p35, 137 (moncel de pierres)

bern

1499
Daveenn : LVBCA p35 (monceau)

bern douar

1499
Daveenn : LVBCA p35, 64 ('tas de terre')

bern

1659
Daveenn : LDJM.1 pg amas, monceau, tas

bern

1659
Daveenn : LDJM.1 pg fumier

bernioù

1659
Daveenn : LDJM.1 pg amas

bern keuneud

1659
Daveenn : LDJM.1 pg buscher

bern

1699
Daveenn : Har. pg bern (monceau)

bern ed

1732
Daveenn : GReg pg gerbier (tas de gerbes dans les champs, H. Cor.)

bernioù

1732
Daveenn : GReg pg monceau (amas de plusieurs choses en un tas. Pl.)

bern viltañs

1732
Daveenn : GReg pg amas (d'ordures)

bern keuneud

1732
Daveenn : GReg pg bucher (pile de bois pour blûler un criminel)

bernoù keuneud

1732
Daveenn : GReg pg bucher (pile de bois pour blûler un criminel)

bern atrejoù

1732
Daveenn : GReg pg amas (d'ordures)

bern teil tomm

1732
Daveenn : GReg pg couche (de jardin)

bernoù teil tomm

1732
Daveenn : GReg pg couche (de jardin)

bernioù mein

1732
Daveenn : GReg pg monceau (de pierrres. Pl.)

bern mein

1732
Daveenn : GReg pg monceau (de pierrres).

ober bernoù tro

1732
Daveenn : GReg pg entasser (les gerbes en rond, pour les conserver une, ou plusieurs années, sur l'aire)

ober bernoù foenn

1732
Daveenn : GReg pg entasser (du foin)

ur bern preñved

1732
Daveenn : GReg pg fourmiliere (Une fourmiliere de verre.)

bern teil

1732
Daveenn : GReg pg fumier (Monceau de fumier.)

bernioù ed

1732
Daveenn : GReg pg gerbier (tas de gerbes dans les champs, H. Cor., p.)

bern

1732
Daveenn : GReg pg amas, pg monceau (amas de plusieurs choses en un tas).

bernoù

1732
Daveenn : GReg pg monceau (amas de plusieurs choses en un tas. Pl.)

Ha pa en doe Booz debret hag evet, ha pa en em gavas laouenoc'h, ez eas da gouskañ e-harz ur bern malanoù : ha Ruth a zeuas didrouz, ha goude bezañ dizoloet ar pallenn war-zu an treid, en em daolas eno.

1850
Daveenn : GON.II Buez Ruth p104

bern

1850
Daveenn : GON.II pg 17 (monceau), pg bern (monceau. amas. tas. meule. pile), pg kalzadenn, pg krugel, pg grac'hel ou gragel, pg ioc'h, pg tes

Izelaat a ra ar bern keuneud.

1850
Daveenn : GON.II pg bern (Le tas de bois à brûler baisse).

bernioù

1850
Daveenn : GON.II pg bern (Monceau. Amas. Tas. Meule. Pile. Pl.) + pg 17, livre premier, "des monceaux".

Un deiz, un deiz da zont, siwazh ! Tostaat a ra, ar greun a had aze, a ziwano, 'gresko, ma na daolit evezh, d'ar bern holl ho kaso.

1867
Daveenn : MGK p14

Ur c'hleñved didruez hag a skign dre'r bed-holl Ar spont hag ar marv, pa deu d'en em ziroll, Kleñved aes da bakañ, taolet eus an neñvoù, Da skarzhañ pizh an douar eus e holl dorfejoù, Ar vosenn hec'h anv, a stlape en ifern Loened a-vagadoù kaset ganti d'ar bern.

1867
Daveenn : MGK p24

Mar selaoufed an dud, 'vel diaouloù an ifern, Ganto un trouz spontus, you, kurun ha tregern, Ve lavaret 'z afe ar bed ganto d'ar bern, Ha padal emaint war e gern, heñvel ouzh ur c'hrubuilh merien O c'hweziñ, o termat evit loc'h eur blouzenn.

1867
Daveenn : MGK p33

Ur wech ma vez krog an diaoul en un den, er c’has hag er c’haso betek ar bern, betek ar gordenn zoken.

1877
Daveenn : EKG.I. p.86

Chom a ris mantret. Ne ouzon ket pe glaz va morzhed pe yenien an noz a yoa kaoz, en em lakaat a ris da grenañ evel ur bern delioù.

1878
Daveenn : EKG.II p.44

Kuzhet tud en tiez, e kêr, a zo diaes, abalamour n’eus na kreier, na grañchoù, na sanailhoù, na bernioù kolo, na gwrac’helloù keuneud d’o lakaat enno.

1878
Daveenn : EKG.II p.216

Petra da ober ? N’em boa ket amzer da soñjal kalz. Sellet a ris en-dro din, hag e welis, berniet ouc’h ur voger a ra div lodenn eus an tour, er garidoù, ur bern kerdin kozh.

1878
Daveenn : EKG.II p.126

Ha me tostaat ouc’h an tan, treiñ ha distreiñ outañ a-dreñv, a-raok hag a-gostez. Ne voen ket pell evit bezañ sec’h, rak eno e oa bernioù glaou, herrder ganto, evel n’oc’h eus gwelet biskoazh.

1878
Daveenn : EKG.II p.31

Renea, emezi, c’hwi a zo ur vaouez a relijion, rak, a-raok ma rankas hon aotrou ’n Eskob tec’het da Vro-Saoz, c’hwi a veze o renkañ ar c’hadorioù er gatedral a-barzh an oferenn, hag ouc’h o destum en ur bern goude gousperoù.

1878
Daveenn : EKG.II p.229-230

An div banell a voe berraet dioc'h an daou benn evit ma vije aes o zennañ kuit pa vije c’hoant ; d’o harpañ, en diabarzh, e veze lakaet, war stal ar pres, tri bern liñserioù harp-oc’h-harp.

1878
Daveenn : EKG.II p.217

Tan-gwall - Ar pemzek deus ar miz-mañ, an tan a zo bet krog en ti an itron Pichon. ‘Barzh ar c’hrignol eo e krogas, da gentañ, o teviñ bernio[ù] greun a oa bet lakaet eno. Ac’hane e savas dre an doenn hag e tiskaras ane[zh]i. Gallet e [v]oe harz ane[zh]añ da grigiñ ‘barzh an tier all. Be[z]añ zo bet, koulskoude, meur a goll.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

Goude gouel Mikael ec’h a merenn er bern plouz hag e teu an nezañ noz d’ar gêr.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 41, p.943 (Mae 1924)

bernoù

1927
Daveenn : Geri.Ern pg bern

kas d'ar bern

1927
Daveenn : Geri.Ern pg bern

bernioù

1927
Daveenn : Geri.Ern pg bern

bern war vern

1927
Daveenn : Geri.Ern pg bern

bern

1927
Daveenn : Geri.Ern pg bern

diouzh ar bern

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXVI

bern

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXVI, accumulation, amas, amoncellement

bern kaoc'h saout

1931
Daveenn : VALL pg béret

An hent mat o devoa kemeret, an hini a gasas anezho, da-heul ur gantreadenn hir, a-dreuz d'ur bern darvoudoù, e-harz ar menezioù Pireneoù.

1941
Daveenn : ARVR niv.6, p4

An eil diaoul. — « Ha c’kwi [sic, "c'hwi"] a zispigne, gant ur bern butun da lakaat en ho fri. »

1944
Daveenn : ATST p.59

Amañ e tremene dirazon istor ma Bro, ar bernioù mein dismantret, ar mogerioù disac'het, ar porrestell distouvet, a oa taolennoù a verke don o merk em spered a vugel kurius.

1944
Daveenn : EURW.1 p17

Mes e ti ma zad e teue c'hoazh ur bern tud all, devezhourien ha devezhourezed.

1944
Daveenn : EURW.1 p19

Ar vugale a veze lakaet war ar bern da deurel d'an traoñ an hordennoù.

1944
Daveenn : EURW.1 p24

An taol esa-mañ en doa didennet pled Roazhoniz war ma anv ha setu a-greiz-holl, an hini a oa e-unan a welas bernioù tud o tont d’e glask.

1944
Daveenn : EURW.1 p.139

Ar Vretoned klouar a zo pell zo prest da ober un interamant kentañ klas gant ar brezhoneg, a vefe mat dezho ober ur sellig ouzh ar bern levrioù a vez embannet hiriv e brezhoneg.

1944
Daveenn : VKST niv. 6-7, p. 183

Sevel mintin-mat, kargañ ar sac’h, choukañ bouetaj er bisac’h, gwin er bidon, ha mont dinec’h dre an hentoù bras en ur ganañ, gant Grandmoulin, ha Corvaisier, daou Roazhoniad hag a ouie ur bern sonioù skañv […].

1944
Daveenn : EURW.1 p.199

Job. — « Ur bern aour melen. » Lom. — « Muioc’h eget ne welo morse mab-den. »

1944
Daveenn : ATST p.46

An eil diaoul. — « Hag ur bern poan spered. » An diaoul kentañ. — « Ha morse plijadur ebet. »

1944
Daveenn : ATST p.58

Gwelout a rae mestr an ti o vont hag o tont er porzh hag e-tal ar bernioù plouz.

1944
Daveenn : ATST p.96

Ha neuze, pa oan bet e Burgos, o lakaat tennañ va foltred, e ti Harina, em boa gwelet, ouzh ar speurennoù, ur bern poltredoù merc'hed war o divskoaz noazh.

1949
Daveenn : SIZH p.47

- ...'M eus aon ez ay ur bern merc'hed da gofes ganit. Me atav a yelo !

1949
Daveenn : SIZH p.46

Dre-se, douget e veze d’ar Vinic'hi ur bern bigi a bep seurt stumm ha ment, ar re vihanañ war zivskoaz moused yaouank en gwenn, hag al listri bras gant pesketaerien a-vicher, pep a dog eoliet war o c’hokenn hag en-dro dezho an dilhad da vont d’an aod.

1954
Daveenn : VAZA p.53

Neuze 'vat e redis da vete Soaz Sapeur, ha lakaat a ris war he barlenn va samm levrioù hag ur bern kurunennoù lore, alaouret pe arc'hantet.

1954
Daveenn : VAZA p.62

Rak p'az po graet da dreuz er bed-mañ, ne blijfe ket dit emichañs klevout teodoù fall o vegata : gallout a ra hennezh c'hoari bremañ e Aotrou, goude m'en devoa e dad-laer graet gaou ouzh ur bern tud.

1954
Daveenn : VAZA p.63

C’hoant bras hon divije bet da chom kalz pelloc’h c’hoazh e Fort-de-France, dreist-holl neb en devoa kavet ur wreg diouzh e c’hrad, ur wreg ma ’z oa dimezet ganti, evel ma lavarer, e penn ar bern plouz, un Doudou du pe vrizhwenn hag a rae evit he faotr kement tra en he galloud evit ur bennozh Doue : kannañ e gouez (1), aozañ e voued sasunet gant pebr ruz, jinjebr, avaloù-pebr ha me oar peseurt temz an diaoul (kement ha ken bihan ma veze dalc’hmat gwad ar paour kaezh o virviñ en e wazhied) hag evel[-]just deiz ha noz e tizkoueze d’he gwaz pegen start e oa karet ganti.

1954
Daveenn : VAZA p.93

Bez’ veze ’ta a-hed an deiz, listri a bep seurt stumm ha ment o loveal el lenn, leun-kouch a c’henaoueien hag a c’henaouegezed, daoust ha ma kouste ugent real an taol ; - ur bern arc’hant, tudoù, er mare-se ! – ha blejal a raent holl, hogen dre garantez pe gasoni ?...

1954
Daveenn : VAZA p.184

Diganimp ’vat, ar re baourañ, ne veze kemeret nemet tri-c’hant lur er bloaz, hag evit ar bern arc’hant-se, bez’ e veze da greisteiz ha d’an noz, n’eo ket gwelien, met ur soubenn eus ar c’hentañ, un dailhenn vrav a gig-bevin pe leue gant avaloù-douar, fav, piz, pe louzoù all diouzh ma veze koulz ar bloaz, ur werennad jistr war ar marc’had ha bara gwenn sof-kont.

1954
Daveenn : VAZA p.50

E-keit-se, ober a raen dezhañ displegañ darvoudoù eus e vuhez krennard, komz diwar-benn tud ha traoù gwelet en e yaouankiz, ha desket am eus digantañ e-giz-se ur bern troioù-lavar, krennlavarioù, gerioù e-leizh na vezont ken distaget nemet gant ar re gozh-kozh.

1954
Daveenn : VAZA p.16

A-vepred e oa bet ha da viken e vanje va zad den d’e sac’h e-unan, hag en gwirionez ken paour ha Job war e vern teil e veze neuze.

1955
Daveenn : VBRU p.4

Bernioù kaoc'h fresk a ziskouez edo al loened dre aze en deizioù-se.

1985
Daveenn : DGBD p157

Evel kelien e vez amañ ur bern tud ouzh hoc'h heuliañ : da lakaat ho potoù da luiañ, d'ho pleniañ, da glask gwerzhañ deoc'h skeudennoù kaer, nemet ha kartennoù-post hudur e ve, da ginnig deoc'h eskemm hoc'h arc'hant : ar Yuzevien vihan, dreist-holl, a zo taer war ar vicher-mañ.

1985
Daveenn : DGBD p.13

Ma soñj kentañ eo daoust ha plijout a rafe din chom en ur burev o lakaat ma sin war bernoù paperajoù.

2015
Daveenn : EHPEA p22

Ofis publik ar brezhoneg