Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Stad stabil un dra pa lam an nerzhioù oc'h oberiañ warnañ o gwered an eil digant egile. Kempouez zo etre an daou du eus ur bouezerez (pa chom he gwalenn a-blaen). Laka kempouez er c'harrad : kement a bouez a-raok hag a-dreñv. & (db. an dud) Koll e gempouez : koll e blom ha bezañ war var da gouezhañ. 2. Pouez a dalvez da derriñ gwered un nerzh all. Kempouez un horolaj. & Difetis E vrokusted a ra kempouez d'e rustoni. 3. Dre ast., difetis Stad ma vez ken bras, ken pouezus un dra hag unan all enebet outañ. Kempouez ar belioù : stad ma vez rannet mat ar galloud (en ur Stad). & Kempouez armerzhel : ar c'hinnig marc'hadourezh kevatal d'ar goulenn en nevid. & Kempouez spered : stad ma vez reizhet-mat al luskadoù hag ar santadoù anezhañ. Adkavet he deus he c'hempouez spered.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

"kempouez" g.

1924
Daveenn : SKET.II p.120 « Geriadurig », "Equilibre, harmonie".

Sellout outañ a rejont, dilavar, o vamañ ouzh e vent kaer, ouzh kempouez reizh e holl izili, ouzh e gerc’hen gwenn ha nerzhek, ouzh sked e bennad-blev rodellaouek.

1924
Daveenn : SKET.II p.35

Ur wech savet ar skornegoù, ez eo aet an douar dindano war c'houzizañ gant ar samm, pladet en deus dre gempouez rak ar bluskenn-vaen, a reer Sial anezhi, a zo douget gant un dolzennad karregennoù ponneroc'h hag ardeuz, ar Sima a c'hell ar sial diskenn ennañ.

1943
Daveenn : TNKN p50

Honnezh [an notenn vat] a reas kempouez da houmañ [an notenn fall], ha setu me resevet.

1944
Daveenn : EURW.1 p62

Tri devezh goude e c'hoarveze gwashoc'h gantañ : en ur dremen ar Rambo Eshira war ur wezenn gouezhet hag a dalveze da bont, e kollas e gempouez, hag eñ da ruilhal en dour en ur sachañ d'e heul unan eus e heñcherien.

1985
Daveenn : DGBD p37

"Aotrou, mar ped ac'hanoc'h der zegouezh da vont tre, nad it ket." Gant ar c'hlozadur dic'hortoz-se e skrijas an Ao. Utterson ken e voe darbet dezhañ koll e gempouez.

2012
Daveenn : DJHMH p.63

Ur skouer vrav eo, evel nouspet all, eus ampartiz savourien ar Grennamzer da gavout ur c'hempouez etre o c'hoant d'an nevezenti hag an dever a oa lakaet dezho gant urzhierien o labour da dremen hep terriñ unvander an iliz war sevel.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 16

Evel-se e vo tu da gavout ur c'hempouez etre an holl izili, ha choaz an traoù gwellañ en ur zerc'hel d'an unvaniezh. Ha bezañ gouest da zibab un dra all ouzhpenn deiziad ar vanifestadeg da zont.

2015
Daveenn : DISENT p23

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial