pouës ingal da un all
pouez
[...]; ha dreist-holl ar pennad a bouez bras embannet gant A.-J. Reinach war ar Bulletin de Correspondance hellénique, 1910 [...].
a bouez mat
war ho pouez !
— « Hag ez eus kalz anezhañ ? » — « Ret eo bet lakaat ur planken derv nevez dindan an armel, evit herzel ouzh ar pouez. [...] »
Lukaz, avat, en doa un dra bennak nevez da lavarout dezho, daoust ma oant mezv, rak ur c’heloù eus ar seurt a zo ur pouez re bounner, ha ret eo disammañ an teod dirak an den kentañ a vo kavet war an hent, na pa vefe roue pe pilhaouer.
— « Lakait din ur bara a bemp lur. » Ha dav ["dao"] ! ar varaerez a bouezas ur bara a zek lur, a droc’has un drailhenn vara evit ober al lañs hag a roas anezhañ d’ar vaouez. — « Dal ! setu aze pemp lur. Ha c’hwi ? Ur bara a begement ? » — « Unan a zek. » — « Dal ! setu amañ unan hag a zo ennañ pouez mat gantañ. » — « Hennezh a zo ur bara a bemp lur ! Unan a zek a c’houlennan. »
Ur servij a bouez bras am eus da c'houlenn diganit, Sezni.
Santout a reas ur pik en e galon. Toc'hal a reas ez dereat, a greiz ar vali. Pa ne fiñve ket eben, e tostaas outi war e bouez.
N’emañ ket en e ae[z]. N’oar ket petra a c’hoarvez gantañ. Ur pouez a zo war e galon.
Poan am boa da gentañ o krediñ e oa ar savadurioù-se, daoust d’o ment ha d’o fouez, gwintet kerkoulz hag an darn vuiañ eus an tiez, war beulioù sanket e dour al lenn ; dre se ’ta, gallet e vefe gant gwir abeg ober diouzh ar gêrbenn-se Venezia an Hanternoz, rak sed amañ ster gwirion ar ger Stokholm : « savet war beulioù ».
Lennet am boa dirazañ meur a wech rimadelloù aozet ganin, e galleg eveljust [evel-just], traoù hep pouez na talvoudegezh, rak ken donezonet on da vezañ ur barzh hag ur silienn da vont da leanez, met digoriñ e c’henou a rae va mignon ouzh va selaou : « Bon Dieu de bois ! emezañ, ça rime à tout coup ! ... T'es pas la moitié d'un imbécile et j'serai foutre pas capable d'en faire autant ».
A gammedoù ingal, Met o vont war e bouez, E vo gwelet, timat, 'Tremen 'dan an aspled, E lec'h e vez klevet, sour an tonnoù tarzhet, 'Lipat ar sav-vili.
Ar gwrizioù eo a zeu da vezañ tev, heñveloc'h e gwirionez ouzh gwrizioù dalhia eget ouzh avaloù-douar ; ha pep bod bet lakaet en douar a c'hell reiñ aes a-walc'h ur bouez a dregont lur voued.
Adalek neuze en devoa tapet al lesanv en devoa gounezet en abeg d'e bouez : Nzao, an olifant !
Deoc'h-c'hwi da raksoñjal en traoù nevez ha dic'hortoz a vo da lakaat e pleustr evit ma teufent war o c'hiz hag evit ma vefont kendrec'het da reiñ muioc'h a bouez c'hoazh d'an darvoud savet ganeoc'h -plas ha hirder ar pennadoù roet d'an afer er c'heleier-
Er rannbennad kentañ [hini ur gemenadenn] e vo kavet ar c'heloù a-bouez, da lâret eo ar pezh zo nevez hag a sacho evezh an dud : an darvoud e-unan.
Deus an tu all e vo kreñvaet pouez politikel hoc'h obererezh o tiskouez eo poblek ho stourm ha n'oc'h ket "un dornad ekstremisted na gomzont nemet evite o-unan" evel ma vo lâret a-dra-sur gant hoc'h enebourien.
"Ur surjian hep e bar," a respont din o lakaat ar pouez war ar mezeg ha n'eo ket war an den. Lostenniñ a rae ar glañvourion evit gourvez dindan e flañchell."
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
pouezad