Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Emglev. Lakaat ar gwall intent etre an daou bried. Herzel an intent vat da ren diouzhtu etrezo. & Trl. Ober intent : en em glevet. Ne'z poa ket graet intent ganin evit un diner ? & (impl. da anv unan) An holl brosezoù a oa echuet gantañ dre un intent mat etre an div gostezenn. & Trl. Bout ag un intent : en em glevet db. udb. Ned int ket ag un intent. ES. diemglev. II. 1. Barregezh intent, kompren. Hervez ma intent : kement ha ma c'hallan kompren. & Trl. (impl. da anv unan) Na gaout intent ebet en udb. : na gompren udb. N'hoc'h eus intent ebet e kement-mañ. 2. Ster a roer d'udb., doare ma komprener udb. Ar gerioù-mañ n'o deus ket ar memes intent. & Komz a zaou intent : komz a c'haller kompren e daou zoare disheñvel. Em servijout a gomzoù a zaou intent. 3. Gwall-intent, drouk-intent : kemm zo en doare o deus daou zen da gompren udb., hep n'o dije skiant anezhañ, hag a zegas diemglev etrezo. Bout ez eus gwall-intent en afer-se. & (impl. da anv unan) En en deus gounezet dre ur gwall-intent.

Skouerioù istorel : 
1
Kuzhat roll ar skouerioù

An "Intent Kalonek" ne oa sinet nemet e 1904 ha soñj am eus eus an diskan-se klevet nemetañ : Ces patates-là (bouledoù kanol) / L'Angliche les bouff'ra.

1944
Daveenn : EURW.1 p.187

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial