Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

(db. an dud) Speredek. Un den intentet-mat. Eñ a ra an den intentet. HS. fin, gouiziek.

Skouerioù istorel : 
11
Kuzhat roll ar skouerioù

ententet mat

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (bien) versé

un den ententet mat

1732
Daveenn : GReg pg adroit

un den ententet mat

1732
Daveenn : GReg pg connoisseur

ententet

1732
Daveenn : GReg pg entendre (concevoir, comprendre)

un den ententent mat

1732
Daveenn : GReg pg (un homme) entendu, (qui a de l') experience

ententent-mat

1732
Daveenn : GReg pg expert (qui est habile en son art)

neb zo ententet-mat en amzerioù gozh

1732
Daveenn : GReg pg antiquaire

Neb zo ententet-mat o tañva gwin.

1732
Daveenn : GReg pg gourmet (-te, qui sçait bien goûter, ou tâter le vin.)

intentet-mat

1732
Daveenn : GReg pg habile (adroit)

Ha klevet a rit-hu hemañ, eme ar Prat, en ur dreiñ war-zu mestr ar soudarded hag en ur ober d’e dro ul luchadenn ouc’h Kivoron evit diskouez dezhañ en doa ententet mat, hag e talc’hje en e di ar soudarded, evit reiñ amzer dezhañ da ober e daol ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.220-221

Dreist-holl e ranker teurel evezh ouzh un dra: ret eo d'ur stourm bezañ intentet gant ar muiañ posupl a dud.

2015
Daveenn : DISENT p34

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial