Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
4
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

v.k.e. I. Lakaat ur c'habestr (d'ul loen). Kabestrañ un ebeulez. II. Dre skeud. 1. Sujañ. Kabestrañ ha chadennañ ar bobl. Distroet e oa d'ar porzh gant ur renkad listri paket gantañ ha kabestret. 2. Mestroniañ. Poagnit da gabestrañ hoc'h imor. 3. Tapout. & Trl. Bezañ lostek evel ul louarn bet kabestret gant ur yar. HS. louzañ.

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

kabestrañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg enchenestrer

kabestrañ

1732
Daveenn : GReg pg enchevetrer (mettre le licou à un cheval)

kabestret

1732
Daveenn : GReg pg enchevetrer (mettre le licou à un cheval)

It da gabestrañ va marc'h.

1850
Daveenn : GON.II pg kabestra (Allez brider mon cheval).

kabestrañ

1850
Daveenn : GON.II pg kabestra (Brider, mettre la bride ou le licol à un cheval, etc. Au figuré, dompter. Captiver. Réduire. Assujettir. Soumettre), penvestra

Na c'hellot biken kabestrañ an den yaouank-se.

1850
Daveenn : GON.II pg kabestra (Vous ne pourrez jamais réduire ce jeune homme).

kabestañ

1909
Daveenn : BROU p. 209 (ce mot [kabest] et le verbe kabesta, ne se disent que d'une corde munie d'une poulie, et servant à consolider les charretées)

kabestrañ

1931
Daveenn : VALL pg annihiler (entraver l'action de), assujettir, brider

C'hoant kaer am eus da spilhennañ an daou lizher war e chupenn sport met soñjal a ran e'm enraokaat ken e kabestran ma hardizhegezh diboell.

2015
Daveenn : EHPEA p224

Da lâret eo ez eus 4 euvezh -mui-pe-vui, diouzh ar c'houlz ma krogont da vuzuliañ an amzer – kerkent ha kabestret an den sañset- gant ar boliserien -hag a zo sañset diskouez o c'hartenn, pe ur vrec'henn da nebeutañ, pa c'halvont [harzont] ac'hanoc'h ma n'int ket gwisket gant o lifre- evit bezañ sur deus hoc'h identelezh... ha deus traoù ouzhpenn ma fell dezhe !

2015
Daveenn : DISENT p163

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial