Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Perzh an hini a ziskouez kalonegezh pa rank stourm. Kadarnded ar Gelted en emgann. Mard eus ennoc'h youl, kalonegezh ha kadarnded. DHS. hardizegezh. 2. Perzh an hini, ar pezh zo start, solut. Evit suraat d'ar savadurioù kadarnded ha hirbad. DHS. stabilded. HS. starter.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

En tu-hont d’ar mor Enezek, em eus gweladennet an douar-bras anvet Azia hag ar pep brasañ eus ar broioù bet staget ouzh impalaeriezh ar C’hres gant an trec’hour-meur brudet Alexandros, mab Philippos, dre e gadarnded e-unan ha hini e genvrezelourien.

1923
Daveenn : SKET p.14

Neb a lenno al linennoù da heul hag a lakaio evezh mat gant ar bugenoù-mañ, ra vo sellet outañ a-du gant Mestr ar santual, ra warezo Dis Atir (1) anezhañ hag e dud, o reiñ nerzh, kadarnded ha meiz d’e vibien, kened, furnez ha yec’hed d’e verc’hed ; o tiwall e chatal hag e barkoù, e di hag e oaled, e goadoù hag e bradoù, e stêr hag e stank !

1923
Daveenn : SKET p.25

Dre m’eo bet engehentet gant un doue, eveshaet en he yaouankiz gant un doue, kelennet gant un doue, eo e trec’h ar baotred hag ar maouezed anezhi war baotred ha maouezed broioù all an douar e ment, e nerzh, e skañvded, e gwevnded, e kened, e sked, e gwennded, e meiz, e kadarnded, en eeunded, e gwirionded, en helavarded, e barzhoniezh, e gouiziegezh, en hesonerezh, en ijinoù-kaer ha mecherioù en oberiadoù ar peoc’h kerkoulz hag e re ar brezel.

1923
Daveenn : SKET p.38

"kadarnded" gg.

1923
Daveenn : SKET p.160, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Solidité, force ; courage, bravoure, vaillance, fierté".

kadarnded

1931
Daveenn : VALL pg bravoure

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial