Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Kalonek. Tud, soudarded kadarn.

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

kadarn

1850
Daveenn : GON.II pg kadarn (Brave. Courageux. Belliqueux . Martial).

Teñval, hag evit se ! edo ar bed d’am selloù, skrapet ar chatal, marvet ar vevelien, marvet ar wazed kadarn, ar maouezed hag ar vugale !

1923
Daveenn : SKET p.22

Ar re-se eo ar broioù am eus gweladennet, ken gant mab uhelouenn Albiorix, ken heptañ diwezatoc’h, pa voe kouezhet ar c’hi kadarn-se dindan goafioù ar Veded, war zouar bro-Azia.

1923
Daveenn : SKET p.19

Ar baotred yaouank, sonn evel gwez-pin, start evel gwez-derv, a oa kalonek ha kadarn, doujus d’al lezenn, d’ar renerien, d’ar gozhidi.

1923
Daveenn : SKET p.68

kadarn

1923
Daveenn : SKET p.160, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Solide, fort ; brave, vaillant, courageux, fier".

Maros, mab Roviros ! ur mat ha gwirion a baotr ! un hael ha kadarn hini !

1923
Daveenn : SKET p.134

En tu-hont d’ar Vinolandon, war ar [c'h]lann-hont eus ar mor Adria, em eus gweladennet an Hellas, e-lec’h e kresk ar gwez fiez ha lore ha ma vez enoret ar furnez ha pleustret ar ouiziegezh gant ar vroiz anezhi, tud kenedek o dremm, kreñv o izili, kadarn en emgann ha helavar er guzuliadeg.

1923
Daveenn : SKET p.13

Er gêr ziwezhañ-mañ e tigouezhas ganin, dre eurvad, un den kadarn ha gouiziek eus Iverio, Bituslanos e anv, a oa deut war e lestr da werzhañ aour, krec’hin ha sklaved, hag a roas din, diwar-benn e vro hag an istor anezhi, an disklêriadurioù a vezo kavet pelloc’h.

1923
Daveenn : SKET p.18

Kadarn ha kreñv, habask ha sentek ez eo-hi ; kenoad eo ganez ha dit e vezo, mar kiri, o Tekos.

1924
Daveenn : SKET.II p.57

Frealzer mibien ha merc’hed e Ouenn, / Yac’haer pep korf ha pep ene, / Peoc’hier ar bodadegoù, / Ambrouger ar re greñv, ar re gadarn ; [...]

1924
Daveenn : SKET.II p.11

kadarn

1931
Daveenn : VALL pg brave

taol kadarn

1931
Daveenn : VALL pg acte (de bravoure)

Notennoù studi

Lenn a reer e GON.II n'en doa kavet ar Gonideg an anv-gwan "kadarn" nemet e geriadur ar Pelleter. Hervez ar Pelleter e veze graet gant ar ger-mañ e Bro-Leon hag e Bro-Gerne.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial