Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
4
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.d. 1. Kañvaouiñ da ub. : dougen kañv dezhañ. Ar re zo o kañvaouiñ dezhañ. 2. Kañvaouiñ war ub., udb. : dougen kañv da ub., udb., bezañ e poan galon vras abalamour da ub., udb. Bezañ gouelet ha kañvaouet war boanioù, gloazioù ha marv he fried. II. V.g. Dougen kañv da ub. Gant keuz e kañvaouen, a-hed an noz o veilhañ. Kas d'ar bez ur c'horf na oa ket da hirvoudiñ na da gañvaouiñ o vont d'e heul.

Skouerioù istorel : 
13
Kuzhat roll ar skouerioù

8. Ar werc'hez santel a welas / He c'her mab e poan el lanngroaz. / Kredit serten, pan dremenas, / Gant poan daeroù e kañvaouas.

1622
Daveenn : Do. p61

kañvaouiñ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg pleurer

kompagnunekaat ur c'horf-marv evit e gañvaouiñ

1732
Daveenn : GReg pg convoyer (un corps mort)

kañvaouiñ

1732
Daveenn : GReg pg (prendre le) deüil (porter le deüil)

kañvaouet

1732
Daveenn : GReg pg (prendre le) deüil (porter le deüil)

kañviñ

1732
Daveenn : GReg pg (prendre le) deüil (porter le deüil), gemir (soupirer, pleurer, & se plaindre de quelque malheur, Van.)

kañvaouiñ

1732
Daveenn : GReg pg (prendre le) deüil (porter le deüil)

kañvaouet

1850
Daveenn : GON.II pg kañvaoui (Etre en deuil. Prendre le deuil. Etre triste. Gémir. Se lamenter. Part.)

kañvaouiñ

1850
Daveenn : GON.II pg kañvaoui (Etre en deuil. Prendre le deuil. Etre triste. Gémir. Se lamenter), kañvein

kañviñ

1850
Daveenn : GON.II pg kañvaoui, kañvein (Etre en deuil. Prendre le deuil. Etre triste. Gémir. Se lamenter. En Vannes).

Ne ra nemet kañvaouiñ.

1850
Daveenn : GON.II pg kañvaoui (Il ne fait que gémir, se lamenter).

Evit e dad eo kañvaouet.

1850
Daveenn : GON.II pg kañvaoui (Il est en deuil de son père).

Em levr, ne gleved nemet heklev ur galon kañvaouet [sic, gañvaouet], peadra da soñjal e oa ar barzh nevez ar paotr falleürusañ a Vreizh-Izel.

1944
Daveenn : EURW.1 p.100

Notennoù studi

Reiñ ar ra ar Gonideg ar stumm "kañvein" evel ar stumm eus Bro-Wened.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial